Kaozeal:Bannieloù pobloù ar bed
- Ha tu zo da lakaat ar Gwenn-ha-du ? --Fulup 28 Meu 2006 da 19:28 (UTC)
- Anat dit, met evit ar poent emaon gant Oseania hag Amerika ar Su. Pep tra d'e goulz. Met ma'z eus mall warnout e c'hallez-te lakaat anezhañ diouzhtu!… Rognogno 28 Meu 2006 da 19:56 (UTC)
- petra a dalv pobloù ar bed' ez resis? ha n'eo ket portygal ur bobl, da skwer, hag ur stad war un dro? ne vefe ket reishoc'h pe resisoc'h ober kentoc'h gant pobloù distad ar bed?--Neal 28 Meu 2006 da 20:58 (UTC)
- Gwir a-walc'h eo ar pezh a lavarez, met klasket em eus displegañ e digoradur ar pennad. Klask a rin cheñch an titl pa gavin unan a-zoare. Rognogno 29 Meu 2006 da 16:37 (UTC)
- mat eo -Neal 31 Meu 2006 da 15:49 (UTC)
Bro Vask
kemmañ- Perak ober gant Bro-Vask pa vez graet gant Euskadi pe Euskal Herria er geriadurioù hag er c'helaouennoù brezhonek abaoe bloavezhioù ? N'ouzon ket perak ez eus bet graet gant an droienn-se war Geobreizh --Fulup 1 Ebr 2006 da 19:35 (UTC)
- re wir. gwelloc'h ober gant Euskadi peogwir eo hennezh an anv ofisiel--Neal 1 Ebr 2006 da 19:40 (UTC)
- Kompren a ran hoc'h emzalc'h. Gwir eo e vez graet gant Euskadi, ha koulz lavaret nemet gant ar stumm-se, abaoe degadoù a vloavezhioù e brezhoneg. Ar pezh a zo: muioc'h-mui e vez graet gant Euskadi evit ar Gumuniezh Emren (3 froviñs hepken), hag Euskal Herria evit ar vro a-bezh (3 froviñs an norzh + 3 froviñs emren + Nafaroa). Ar banniel-mañ a zo koulz hini ar Gumuniezh emren hag hini EH a-bezh. Kement ha lakaat sklaer eta. Heñvel 'm eus graet gant "Broioù katalan" kentoc'h eget gant Katalonia hepken (alies e vez miret ar ger-mañ evit ar Generalitat hepken). Rognogno 1 Ebr 2006 da 20:07 (UTC)
Soñjal a ran ivez e vefe souezhus en ur geriadur brezhoneg-euskareg ar meneg-mañ: "br: Euskadi = es. Euskal Herria". Rognogno 1 Ebr 2006 da 20:14 (UTC)
- N'eo ket tre memes tra da'm soñj rak implijet e vez an droienn "broioù katalan" gant ar vroadelourien gatalan ivez pa fell dezho ober anv eus Katalonia (norzh+su) mui broioù Valencia. E brezhoneg e vez graet gant Euskadi evit ober anv eus Euskal Herria a-bezh. Pa vez c'hoant resisat e vez implijet an troiennoù Kumuniezh Emren, Nafarroa hag Iparralde (pe norzh Euskadi). Diazezet mat-tre eo an termenoù deveret euskareg, euskarekaat, Euskarad, Euskariz, euskarat, hag all. Dont en-dro war tout an termenoù-se en ur zegas an droienn bro-Vask zo koulz lavaret dizimplij ne raio nemet degas muioc'h a gemmesk. Marteze e soñjo da lod eo bro-Vask evit Iparralde hepken, piv a oar. Ma vez c'hoant bezañ resis amañ e vije kenkoulz ober gant Euskal Herria neuze peogwir eo hennezh an termen ofisiel a vez graet gantañ evit an danvez Stad.--Fulup 1 Ebr 2006 da 20:23 (UTC)
- ya, hen goût a ran. luziet-tre eo an dachenn-mañ. un tammig evel gant Israel pe Stad "Israel" kea? pa'm eus soñj mat e oa bet lâret e klotae ar bolitikerezh neptuegezh gant ar stummoù ofisiel, neuze aman e vije ret ober gant ar stummoù ofisiel hepmuiken, da lâret eo Catalunya ha Euskadi. Goût mat a ran n'eo ket ar memes tra Catalunya ha Països Catalans (=Calalunya, València + Balears hag ivez illes Columbretes) nag Euskadi (pe c'hoazh Euzkadi evit ar PNV) hag Euskal Herria. Ar bep aezetoc'hh e vefe amañ, marteze, ober gant anv ppe pobl (dreist-holl pa vez kaoz eus pobloù ar bed), da skwer [[Euskadi|Euskariz]] ha neuze e vefe ret sevel pennaoù disheñvel liammaet kentreze evit Euskadi (=CAV) hag Euskal Herria (anv stroll evit ar vro istorel en he fezh) evel ma'c'h eo bet graet war ar wiki e spagnoleg m'am eus soñj mat.--Neal 2 Ebr 2006 da 08:47 (UTC)
- Evit kas ar preder war-raok:
«The Basque name of the Basque Country is Euskal Herria.
The Basque word for the language is Euskara.
Euskal Herria is formed from euskal, the combining form of Euskara, plus herri `country', with the article.
Euskadi is also used for the Basque Country. This is a political name, coined at the end of the 19th century. Sometimes spelled as Euzkadi, it has been translated as Basque Fatherland or Basque State. Lately, Euskadi is used just to name the territory under the Basque Autonomous Government (only three provinces out of seven).
That territory, the Basque Autonomous Commnunity is oficially called Euskal Autonomia Erkidegoa in Basque (initials: EAE), and Comunidad Autonoma Vasca in Spanish (initials: CAV). It is important to note that most of the Basque Country lies outside the borders of this autonomous administration.
What Spaniards and French call "Spanish" or "French Basque Country" is called Northern or Southern Basque Country by the Basques:
Ipar Euskal Herria or Iparralde for the northern part (under France).
Hego Euskal Herria or Hegoalde for the southern part (under Spain).»
Geonative, ul lec'hienn euskarat
Rognogno 2 Ebr 2006 da 11:58 (UTC)
Madeira
kemmañPetra c'hoarvez gant banniel Madeira??? Klasket 'm eus kargan n'ouzon ket pet banniel dishenvel, met ne vezont morse gwellet!!! Fachet eo wikipedia gant Madeira, pe petra? Piv a gompren ar c'hevrin-se? Benoni 17 Ebr 2006 da 22:07 (UTC)
- Deuet eo. a-wechoù n'em em ziskouez ket ar skeudennoù raktal, amzer d'ar servijer kemer an traoù e kont met enrollet eo memes tra. C'hoarvezet eo bet din meur a wech --Fulup 17 Ebr 2006 da 22:12 (UTC).