Kaozeal:Bannoù-treset troet e brezhoneg
Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Un nebeut kinnigoù evit troidigezhioù nevez
War a seblant int troet holl diwar ar galleg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2014 da 17:13 (UTC)
- An holl war-bouez Al Loar en islonk, al lodenn vrezhonek a oa bet troet diwar ar c'hastilhaneg.--Edern-209 (kaozeal) 6 Ebr 2015 da 20:12 (UTC)
- Ret e ve urzhiañ hervez an tier embann, pe en ur stumm all bennak. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Ebr 2015 da 18:47 (UTC)
- Gwelloc'h o urzhiañ dre vloavz, aesoc'h da glokaat. 193.49.222.29 9 Gen 2017 da 12:26 (UTC)
Un daolenn zo bet savet ganin, o klask renabliñ tout ar bannoù-treset troet e brezhoneg. Klokaet vo ganin tamm-ha-tamm. A drugarez d'an daolenn e vo tu renkañ hervez ar bloavezhioù, pe ar rummadoù, pe an troourien, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 9 Gen 2017 da 17:14 (UTC)
- Setu, peurechuet ganin an daolenn, gant ar bannoù-treset a anavezen. 112 'm eus renablet, ar pezh n'eo ket fall. Titouroù a vank c'hoazh, fazioù a zo moarvat, ha posubl eo e vankfe bannoù-treset. Setu ma c'hell pep hini klokaat ha gwellat... Benoni (Kaozeadenn) 10 Gen 2017 da 21:13 (UTC)
Un nebeut kinnigoù evit troidigezhioù nevez
kemmañAn darn vrasañ eus pennoberennoù ar bannoù-treset n'int ket bet troet c'hoazh e brezhoneg siwazh. Setu un nebeut kinnigoù bannoù-treset a dalvezfe ar boan lakaat e brezhoneg, gant ar spi e roio mennozhioù da droourien 'zo ha da diez-embann 'zo. Ul listenn da genderc'hel ha da glokaat evel-just:
- Le grand pouvoir du Chninkel, Van Hamme & Rosinski
- Les Passagers du vent, Bourgeon
- L'épervier, Pellerin
- La quête de l'oiseau du temps, Le tendre & Loisel
- Maus, Spiegelman
Goude lenn ar c'hinnigoù
kemmañ- (N'eo ket sinet al linennoù a-us)
- Listennoù kalz hiroc'h zo bet savet evel-se gant an Ofis evit levrioù all. N'ouzon ket da betra e servijont, marteze e vez paeet tud d'ober listennoù, met gouzout a ran eo kalz didorroc'h sevel listennoù eget treiñ ul levr. En deiz ma vo stummet troerien e vo gallet kregiñ ganti. Da c'hortoz ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Gen 2017 da 22:19 (UTC)
- N'eo ket sinet al linennoù a-us peogwir int digor d'an holl... Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2017 da 12:41 (UTC)
- Sur e oan e vefe graet an evezhiadenn-mañ ganeoc'h... Kalz traoù a vez disoñjet ganeoc'h avat. 1. Treiñ a zo ur vicher, ha pa vefe eus ar galleg d'ar brezhoneg; 2. An dud dedennet gant ar bannoù-treset e brezhoneg n'int ket dre ret ampart evit treiñ anezho; 3. An dud ampart evit treiñ n'o deus ket dre ret ur sevenadur ledan war ar bannoù-treset; 4. N'oc'h ket rediet ober kinnigoù hag hiraat al listenn a-us. Digor eo d'ar re a fell dezho, met hep redi ebet kemer perzh. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2017 da 12:41 (UTC)
- Gouzout a ran kement-se, met mat eo hen laret d'an holl, ha sur e oan ez pije graet gwelloc'h eget nikun. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gen 2017 da 15:16 (UTC)