Kaozeal:Beleg
n¡on ket gwall sur e c'heller (pe e tlefer) lakaat da gevatal termenoù n'o deus netra da welet e wirionez evel beleg ha mollah pe imam, rak n'o deus ket an hevelep kefridi. Neal 2 Her 2005 à 17:24 (UTC)
Nemet e relijionoù kristen n'en deus ur beleg ar memes kefridi. Ret eo kaout ur ger hollek koulskoude. E galleg e vez graet gant ar ger prêtre en doare-se (koulz hag e saozneg gant priest). Peseurt ger a ginnigfes evit un den a zo an etrefas etre ar relijion hag ar feizhidi? Ch. Rogel 2 Her 2005 à 18:04 (UTC)
gwir eo mui-pe-vui, met n'eo ket penn-da-benn rak n'eus NETRA da welet ur mollah gant ur beleg (kristen): lakaat an daou dra da vezañ kevatal pa ne vezont ket a zo treuzgompren an diforc'hioù sevenadurel ha relijiel d'am soñj. n'eo ket ar memestra ur c'huzulier hag a c'hell anaout mat ar pezh a vez kelennet gant ar relijion mañr'r relijion hag un den sañset kaout ul liamm gant "doue". un den a lezenn eo ur mollah kement hag un den a relijion, da skwer. abalamour da betra e vefe ezhomm kaout un tremen hollek evit deskrivañ traoù disheñvel ha n'int ket hollek tamm ebet? ha neuze, sevel ur ger hollek evit ober ouzh ar chas hag ar pesked abalamour ma'z eus loended a c'heller debriñ anezhe. d'am soñj e vefe gwell doujañ d'an diforc'hioù don pe donoc'h a gaver a-wechoù etre sevenadurioù disheñvel kentoc'h evit klask traoù a vefe kevatal kenetreze pa ne vezont ket. boñ, ma soñj eo atav. n'eus forzh penaos, seul nebeutoc'h a veleion (a bep seurt) seul gwelloc'h evidon-me :-))
Neal 2 Her 2005 à 18:12 (UTC)
Ma vije ur ger hollek all e kemerin anezhañ. Ur seurt beleg eo ar mollah (hag ar chaman hag all) pa vez e garg ober ul liamm (gant lidoù, gant kuzulioù ha kentelioù) gant an doueegezh. Aozet e vez donoc'h marteze gant an ilizoù kristen, met ur roll boutin a zo dezho.
Sunnit
kemmañ- sunnit e vez lâret e brezhoneg? d'am soñj e vefe reishoc'h ober gant sunnour pe sunnaour savet diwar sunna (arabeg: سنة sunnah).
- Termenet eo ar gerioù sunnit (sunnited) ha chiit (chiited) e geriadur an Here. Gwelloc'h eo heuliañ ar boaz. --Fulup 3 Her 2005 à 15:47 (UTC)
ha zoken pa vez direizh ar boaz? (ar boaz n'eo ket nemet an here michañs...) marteze e vefe mat da re an here deskiñ gant ar re all ivez a-benn gallout reizhañ fazioù (lakaat ar c'horogn da gêrbenn galiza da skwer) e embannadurioù a zeu war-lerc'h? Neal 3 Her 2005 à 19:22 (UTC)
Kavet am boa ar ger ennañ. Ouzhpennet em eus ar Chia hag ar Sunna (etre ar sonnelloù). Siwazh ne vo ket mui a embannennoù geriadur An Here p'eo serret ar stal. Pa n'hon eus ket a akademiezh, gwelloc'h eo ober hervez ar geriadur klokañ ha chom hep reizhañ un nebeud fazioù : pa vez implijet un dra gant an holl, n'eo ket ur fazi a-benn ar fin. Ch. Rogel 3 Her 2005 à 20:15 (UTC)
pe eo "an holl"? hag ur fazi a zo ur fazi ha ken ma chomo daosut ma vez implijet gant an holl pe get. anaout betek re a ran betek pelec'h e c'hell kas mont war heul seurt fazioù nemet abalamour m'emañ evel-se er geriadur rak evel-se e vez graet e galiza ha ne ra nemet lakaat an traoù da washaat. hen dispelgañ a rin war-lerc'h, met me (sur-mat n'on ket "an holl") ne rin ket gant fazioù nemet evit doujañ da forzh peta e vefe skrivet r geriadur mañ'r geriadur. Neal 3 Her 2005 à 20:56 (UTC)