Kaozeal:Bengalour

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Bengalour/Bangalore

Bangalore-Bengalūru-Bengalour

kemmañ

pa vez brezhonekaet vogalenn gentañ anv al lec'h-mañ hervez ar yezh orin, perak ket ober heñvel gant an eil vogalenn ivez: Bengalour?--Neal 12 Meu 2006 da 08:06 (UTC)Respont

Trugarez evit da evezhiadenn da gentañ dwb Bangalore. Merzhet em eus dre-se e oa ur vi-koukoug e titl ar pennad. Ur meskaj em boa graet etre an daou stumm, an hini ofisiel - Bangalore - eus un tu hag an hini a zo sañset dont da vezañ ofisiel e dibenn 2006 d'egile, Bengalüru pe Bengaluuru, hervez yezh ar vro. Ya perak ket ober gant ar stumm brezhonekaet Bengalour ? N'on ket a-enep nemet evit abegoù pleutrek: 1. Hag-eñ ne vefe ket diesoc'h adkavout ar pennad ma ez lakaet ar stumm brezhonekaet da dilt ar pennad ? 2. Ar braz eus ar pennadoù er yezhoù all o deus dalc'het ar stumm Bangalore da bennger.-- Matilin 12 Meu 2006 da 11:24 (UTC)Respont
ar bep aezetañ d'am soñj e vefe adenvel ar pennad pennañ > "Bengalour" evit ma klotfe ar stumm brezhonek gant hini ar stumm orin hag ober un adkas "Bangalore" > "Bengalour" evit ma vefe aezetoc'h evit an dud kavout ar pennad e brezhoneg. petra a soñj dit? lâr din mac'h out a-du hag e rin-me war-dro ar c'hemmoù titl mar fell dit--Neal 12 Meu 2006 da 12:23 (UTC)Respont
me garfe gwelloc'h lakaat ar gartenn-mañ a gavan kalz propoc'h hag a glot gant lodenn vrasañ ar re all : http://de.wikipedia.org/wiki/Bild:India_map_with_Bangalore.PNG Petra soñjit ? --C'hwil-du siferniet 12 Meu 2006 da 12:47 (UTC)Respont
A-du ganit   -- Matilin 12 Meu 2006 da 13:28 (UTC)Respont
n'eo ket klotaat gant ar pezh a vez great gant yezhoù all (pere) eo a ranker klask ober atav, met kent'cjh ober traoù reizh e brezhoneg. me 'gav din e vefe mat ober gant ar stumm "bengalour" dres evel ma reer (sañset) gant ar stumm "chennai" - daoust ha ma kendalc'h an darn vrasañ eus ar yezhoù d'ober c'hoazh gant "madras"... --Neal 12 Meu 2006 da 13:07 (UTC)Respont
ha ne vefe ket gwelloc'h klask ur gartenn all warni ar stummoù orin ivez pe brezhonekaat homan en ur ouzhpennña ar stummoù orin a-is d'ar brezhoneg pe etre kromelloù? amañ e vez kavet un nebut re [1] ha war ar wiki e saozneg e c'hellfer tapet meur a hini all sur mat. ma sav ur gudenn gant an doareo-skrivañ, lâr din hag e làrin din penaos ober mar fell dit ober evel-hen--Neal 12 Meu 2006 da 13:12 (UTC)Respont
liammoù talvoudus all: [2], [3],
Mil mizer am eus bet da lakaat ma respont. A-du on ganeoc'h ho-taou. Kemer a rin e kont ar stumm Bengalour er pennad. Trugarez Neal da ober war-dro an adkas evel m'eo kinniget ganit. Met piv bennak a c'hallje brezhonekaat ar gartenn ? -- Matilin 12 Meu 2006 da 13:28 (UTC)Respont
  --Neal 12 Meu 2006 da 15:10 (UTC)Respont
Hervez reolennoù an ABU, eo gwelloc'h degemer ar stumm ofisiel e yezh ar vro ha chom hep krouiñ stummoù brezhonek nevez dianav. Ne welan ket mat peseurt splet a vije mont da grouiñ ur stumm evel Bengalour na ra den ebet gantañ. Gwelloc'h eo derc'hel d'ar stumm anavezet d'al live etrebroadel, Bangalore hag adkas d'ar stumm ofisiel Bengaluuru ma m 'eus komprenet mat. --Fulup 12 Meu 2006 da 15:12 (UTC)Respont
salut fulup. ne ouien ket e oa ret dimp doujañ da aliaoù ABU ha ne ouien ket ivez e veze embannet traoù o tennañ d'ar brezhoneg gant ABU - ha pesuert hini eo stumm ofisiel al lec'h-mañ e brezhoneg hervez ABU neuse? n'eus forzh penaos, n'eo ket bet krouet un anv nevez e brezhoneg pa reer gant "Bangalour" dres evel n'eo ket bet krouet un anv nevez pa reer gant "Chennai" - are re goshañ int ne lâran ket. nevesoc'h eo "Bangalore" bet krouet gant ar saozneg ha degemeret gant ar re all... a-hendall, n'eus kudenn ebet gant implijout stummoù evel hennezh (evel eo bet lâret dija evit ar stumm "banglaeg") rak bez' e c'heller ober gant adkasoù eeun a-walc'h a laka an dud da gavout ar pezh emaint o klask buan-ha-buan. --Neal 12 Meu 2006 da 15:18 (UTC)Respont

salut matilin! a-raok kemm-digemm traoù e vefe marteze ret dit lenn ar gaozeadenn ma'z eus outi evit goût hag-eñ ez eus bet savet ur c'hendiviz war tar pe dra, evel amañ stumm anv al lec'h, a-hendall e vefe aes-tre krediñ er vandalerezh.--Neal 5 Ebr 2006 da 20:32 (UTC)Respont

Salud dit. Lennet em eus ar c'hejadennoù a zo bet amañ just awalc'h ha graet em eus va soñj : kavout a ra din eo gwell ober gant ar stumm Bangalore : 1. Evit doujañ da stumm etrebroadel an anv ; 2. Evit ober evel ma vez graet er Wikioù all. E kement yezh a gaver ar pennad a hend all, pe dost, eo bet graet gant ar stumm-se, evel ma skriven kent. Perak e yafemp-ni gant reolennoù kontrol d'o re ? 3. Brav e kavan ar stumm kinniget ganit (Bengalour), anzav a ran, met daoust hag e vo tu brezhonekaat holl anvioù-lec'h India evel-se ? Ha betek pelec'h mont ? Kêrioù, kêriadennoù, straedoù, stêrioù ha me oar ? Ha goude e vo tro ar broioù all ? Arabat dit pennfolliñ evit-se...

Matilin 5 Ebr 2006 da 20:57 (UTC) (ur pennadig zo n'on ket deuet da labourat er Wiki ha disoñjet em eus reolennoù diazez zo evel lakaat ar sinadur !!!)Respont

Bengalour/Bangalore

kemmañ

ar bep aezetañ d'am soñj e vefe adenvel ar pennad pennañ > "Bengalour" evit ma klotfe ar stumm brezhonek gant hini ar stumm orin hag ober un adkas "Bangalore" > "Bengalour" evit ma vefe aezetoc'h evit an dud kavout ar pennad e brezhoneg. petra a soñj dit? lâr din mac'h out a-du hag e rin-me war-dro ar c'hemmoù titl mar fell dit--Neal 12 Meu 2006 da 12:23 (UTC)Respont

ne welan ket perak e vije bet distroet war ar c'haoz a-daol trumm war afer anv al lec'h-mañ. n'eo ket etrebroadel ar stumm Bengalore - ur stumm trevadennadel ne lâran ket bet degaset dre levezonez ar saozneg goude bezañ treuzfeurmet ar stumm orin. ar fed m'eo bet degemeret gant ABU ne dalv nemet emañ ABU dindan krabannoù an impalaeriezh europek hag a laka pep tra da vezañ dielfennet hervez boazioù "kreiz ar bed seven".--Neal 5 Ebr 2006 da 20:41 (UTC)Respont

Neal, adlakaat a ran ar pezh am eus lakaet da heul ar pennad a zo kaoz ha war ar seblant n'ac'h eus ket lennet a-raok cheñch an anv e pep lec'h er pennad. Ouzhpennet em eus traoù ivez. Evel ma skriven e lec'h all, lennet em eus ar c'hejadennoù a zo bet war an aferig-se just awalc'h ha graet em eus va soñj :
mat-tre. lenn pelloc'h hag e weli mar fell dit doujañ d'an ofielded e ranki soñj da soñj dindan un nebeut mizioù.--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

kavout a ra din eo gwell ober gant ar stumm Bangalore : 1. Evit doujañ da stumm etrebroadel an anv. Daoust ma peus kasoni ouzh an ABU, me gav din n'haller ket mont da adober an Istor en India ;

arabat lâret seurt traoù. n'em eus lâret e lec'h e bet em befe kasoni diouzh ABU geo? lâret em boa e touje da stummoù lec'hanvioù trevadebnnel deuet diwar ar saozneg (ha faos eo?) hag e sooutene war an dachen-mañ ur sav-poent eurocentric (da lârete o impalaerour europek).--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

2. Evit ober evel ma vez graet er Wikioù all.

reishoc'h e vefe lâret "evel ma vez graet gant an darn vrasañ eus ar wikioù all", rak kavet e evz, hervez al liammoù stag ouzh ar bajenn vrezhonek: galleg: Bengaluru ha poloneg: Bangalur--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

E kement yezh a gaver ar penna~d-se a hend all (er yezhoù o deus an hevelep lizherenneg hag an hini a c'hell ma urzhiataer diskouez din bepred) eo bet graet gant ar stumm-se, un nebeud devezhioù zo dija. Perak e yafemp-ni gant reolennoù kontrol d'ar pezh a vez graet gant ar re all ?

peogwir a) ne vez ket graet evel ma lârez-te gant an holl; b) peogwir ne'eus listenn ebet embannet gant ABU a lârefe pesuert stumm a zo ofisiel e brezhoneg; c) peogwir zoken ma lârfe ABU tra pe dra ne vefe ket ret na da implijerezed/erion ar brezhoneg dre vras na da genlabourezed/erion ar wiki e brezhoneg doujañ outañ; d) peogwir e kemmo ar bloaz-mañ ar stumm ofisiel (gwir e o, chenchet e vo gant tud an India nemetken ha n'eo ket gant Europiz, met petra 'ri?)--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

3. Brav e kavan ar stumm ijinet ganit (Bengalour), anzav a ran, met daoust hag e vo tu brezhonekaat holl anvioù-lec'h India evel-se ?

ne welan ket perak ket: amañ e c'heller ober buan-tre gant an adkasoù a-benn kavout en un doare aes termenoù divoutin.--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

Ha betek pelec'h mont ? Pelec'h chom a-sav ? Gant ar c'hêrioù, kêriadennoù, straedoù, stêrioù ha me oar ? Ha goude e vo tro ar broioù all ? Aze e vi atav evit ober al labour-se ?

me? ne vin ket. ul labour a-stroll an hini eo, met ya, kemer a rin perzh bewech ma gav din em eus un dra talvoudus da lâret (evel ar re all evel-just)--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

4. Ne gav ket din on va unan o soñjal evel-se. Adlenn ar c'hejadennoù a zo bet er bajenn gozeal da skouer. Ouzhpenn-se e kavan un tamm reut an doare d'ober, o cheñch stumm an anv e pep lec'h er pennad, hep klask kozeal pelloc'h gant an den a zo o sevel anezhañ.

hep kaozeal? me gave din e oa bet ur gaozeadenn hir-spontus diwar-benn an tem-mañ.--Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

Ne gavan ket gwall yalc'h an doareoù-se pe eo bet termenet reolennoù war ar poent-se en un tu bennkaet ha n'em eus ket o lennet. Ma n'eo ket bet graet, mat e vefe diazezañ reolennoù sklaer evit an holl a-benn neuze. Matilin 5 Ebr 2006 da 21:44 (UTC)Respont

war a welan evidout ec'h eo sklaer-tre ez eus ur stumm ofisiel nemetañ bet degemeret evel-hen gant ABU hag eo hennezh e rankfemp doujañ outañ. bez' e c'hellfen bzañ a-du ganit penn-da-benn ma oa gwir kemendall met un tamm mat luzietoc'h eo an traoù e gwirionez. estu evit klask o sklaeraat an traoù un tammig:

ret eo anzav n'eo ket ken sklaer all an traoù evit ar pezh a sell ouzh ar stumm etrebroadel, rak e gwirionez ez eus daou stumm:

1. an hini a douj da reolennoù reizhskrivañ ar saozneg > bangalore [baNgalOr]. klotaat a c'hell gant an distagadur saoznek pe get; galleg: klotaat a ra (mut eo an e diwezhañ) spagnoleg: ne glot ket [baNgalore] brezhoneg: idem. spagnoleg (lec'h an taol-mouezh ivez...)

2. an hini a douj da reolennoù reizhskrivañ ar yezh degemer evit doujañ d'an distagadur saoznek. Hungareg: Bangalor Ruseg: Бангалор]]

neuze, ma vez dibabet 2. ret e vefe skrivañ bangalor e brezhoneg. kement hag ober, perak ket mont un tamm bihan pelloc'h ha skrivañ bengalour hervez an distagadur orin (Bengaluuru)? ouzhpenn-se n'eo ket gwall disheñvel ouzh ar stumm etrebroadel.

Notenn a-bouez: ha daoust ha ma rafomf gant ar stumm etrebroadel-mañ, rete evo e gemmañ dindan berr amzer [4] rak:

On December 12, 2005 Karnataka Chief minister announced that Bangalore would follow the name change trend like Bombay (now Mumbai), Calcutta (now Kolkatta), Madras (now Chennai). The name change will take effect from November 2006, on Kannada Rajyothsava day. [5] --Neal 6 Ebr 2006 da 07:55 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Bengalour".