Kaozeal:Bultur

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Baleer e kaozeadenn Termenadur

Termenadur

kemmañ

Diouzh ar geriadurioù, evel hini Gregoire de Rostrenen pe hini An Here, e tegouezh ar gerioù «bultur» ha «gup» gant ar ger galleg «vautour» ; ha ne c'heller ket mont en arbenn da sterioù boas ar gerioù hep gwir abeg. Hogen, ul labour arbennik a bouez eo Anvioù laboused Europa, ha ret eo ober e vad ivez eus ar mod ma’z eo termenet ar gerioù-se e-barzh (Pêrig Herbert, "Anvioù laboused Europa - Pennad 3 : Evned-preizh an deiz", Hor Yezh niv. 194, 1993, p. 23).

Graet ez eus bet gant ar ger «gup» ennañ «evit merkañ ar strollad a vez anvet "Vautours de l'Ancien Monde"». Sklaer eo an termenadur-se, hag an arster bet degaset evel-se etre ar gerioù «gup» ha «bultur» a ya da resisaat ar yezh. Ar c'hemm-se a zo da vezañ degemeret evel un arver nevez evit al labourioù skiantel.

Implijet eo bet ar ger «bultur» ivez : «[...] ar c'herentiad anvet bremañ Cathartidae a gaver ennañ Bultured ha Kondored Amerika.» Nemet n’eo ket un termenadur eo a zo bet roet aze, ha displann eo an diogeladur. Eus ur perzh, n’eo ket lavaret ez eo bet menneget holl laboused ar c'herentiad, pa n’eus ket bet spisaet n’eus ket re all e-barzh. Eus ur perzh all, n’eo ket lavaret ne vefe ket bultured e kerentiadoù all, pa n’eo ket bet spisaet emaint holl er c'herentiad Cathartidae. Arvarus eo, neuze, ar strishadur ster a lakafe ar guped er-maez, ha diabeg eo, ouzhpenn-se, an hini a lakafe ar c'hondored er-maez. Gant-se ne c'hellont ket bezañ degemeret.

E gwirionez ez eus da grediñ ez eo bet lakaet ar ger «bultur» da glotañ gant ar ger galleg «vautour» a gaver e anvioù al laboused. Ne vefe ket bet menneget an urubued en diogeladur a zo kaoz amañ, rak e galleg e vez anvet urubued zo gant ar ger «vautour» : «vautour aura» a dalvez kement hag «urubu à tête rouge» ha «vautour urubu» kement hag «urubu noir». Ha padal n’eus anv all ebet gant «vautour» evit «grand urubu» nag evit «urubu à tête jaune». Diresis e chom an diogeladur neuze. Ha fazius eo an implij eus ar ger «bultur» ennañ, pa zlefe bezañ arveret evel ar ger gallek «vautour». E galleg ne gaver ket anezhañ e-barzh anv an holl labouset arouezet gant ar ger-se en e implij ledan. Hag e-touez al laboused-se emañ ar c'hondored.

War evel-se ne c'heller ket reiñ ur ster nevez d’ar ger «bultur» diwar implijoù evel an hini bet menneget uheloc'h, rak un drougimplij eo hemañ. A-benn-kont ez eo ar ger «bultur» da dermenañ en hevelep doare hag ar ger galleg «vautour», evel ma vez kavet er geriadurioù hag evel ma hañval bezañ bet klasket ober e-barzh Anvioù laboused Europa. Bultured eo ar guped hag an holl spesadoù er c'herentiad Cathartidae neuze.

Baleer (kaozeal) 31 Eos 2015 da 10:22 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Bultur".