Kaozeal:Chapel Itron Varia Rokamadour
Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Rocamadour n'eo ket un anv brezhonek, met seblantout a ra bezañ diazezet e Breizh abaoe ur pennad, evel kalz gerioù n'int ket brezhoneg e Breizh , evit brasañ desped tud zo.
- Ha ret eo krediñ e oa skrivet Rokamadour e-barzh André Guilcher, "Toponymie de la Rade de Brest et de ses abords", Extraits des Annales hydrographiques, 1954, p.12 eta ?
- Daoust ha Rokamadour a zo skrivet e Bernez Rouz, "Anvioù-lec'h an Erge Vras", Hor Yezh, niv.122, 1978? **Daoust hag ijinet eo a n doare-skrivañ-se gantañ, pe diazezet er vro?
- Daoust ha n'eo ket gant an Ofis eo bet skrivet Rokamadour evit ar wech kentañ?
Setu pezh a dlefed deskiñ en ur pennad holloueziadurel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Eos 2014 da 22:03 (UTC)
Pedet omp da gemer harp war an dihelloù meneget, ha da grediñ ... n'ouzon ket petra. Unan da vihanañ a weler mat eo al lec'hienn touristerezh, ma lenner : "pegen a lañs a oa gant ar porzh-se gwechall" ( http://www.touristerezh-breizh.com/dizolein/glad/kameled). N'on ket sur e c'haller kaout muioc'h a fiziañs er peurrest. Gant piv eo savet ar skrid 'ta? Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Eos 2014 da 22:15 (UTC)