Kaozeal:Conchobar mac Nessa
Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Kadwalan
Perak klask brezhonekaat an anv iwerzhonek Conchobar mac Nessa ? --Llydawr (kaozeal) 24 Gen 2022 da 21:16 (UTC)
- En iwerzhoneg eo distaget "c'h" ar "ch" (gant kalzig a yezhoù ivez mes n'eo ket memestra e brezhoneg pe e galleg) hag e kavan pouezus a-walc'h chom gant ar memes distagadur, un afer doujañs ouzh ar yezh all eo evidon. Neuze em boa divizet brezhonekaat an anv betek penn. Undenbennak (kaozeal) 25 Gen 2022 da 04:59 (UTC)
- Er gelaouenn Gwalarn niv 150 eo bet troet "Aided Óenfhir Aífe" (Lazhadenn unvab Aife) gant Roparz Hemon, hag ennañ e vrezhonekaas anv an haroz "Cú Chulainn" e "Kouc'houlin", rak e vez distaget e mod-se en iwerzhoneg. Undenbennak (kaozeal) 25 Gen 2022 da 05:08 (UTC)
- An anv Conchobar a vefe skrivet "Conchobhar" en iwerzhoneg bremañ pe, berroc'h, Conchúr, ha distaget /kroxur/ pe /kruxur/ gant an darn vrasañ eus an iwerzhonegerien, ha /knoxur/ gant ar re all. S.o. en:Conchobar ha YouTube. Ar pep aesañ evidon eo lezel an anvioù estren evel m'emaint : Sherlock Holmes eta, ha n'eo ket Cherlok... Conchobar ha n'eo ket *Konc'hobar. --Llydawr (kaozeal) 25 Gen 2022 da 08:00 (UTC)
- Gall a rafed ya. Hogen e vefe mat ober ar memes tra gant an holl anvioù estren. Anviioù Hellaz a zo bet brezhonekaet amañ war ar wiki brezhonek. (Ac'hilleüs e lec'h Akhilleús, Nyks e lec'h Nyx, Faethon e lec'h "Phaeton, hag all) Cf. ar pennad. Undenbennak (kaozeal) 25 Gen 2022 da 20:47 (UTC)
- N'int ket brezhonekaet met treuzskrivet (sllet ouzh ar bajenn a zispleg kement-mañ), gant re all e vezont brezhonekaet. Hag ouzhpenn e c'haller menegiñ an daou stumm.--Kadwalan (kaozeal) 29 Gou 2022 da 01:55 (UTC)
- An anv Conchobar a vefe skrivet "Conchobhar" en iwerzhoneg bremañ pe, berroc'h, Conchúr, ha distaget /kroxur/ pe /kruxur/ gant an darn vrasañ eus an iwerzhonegerien, ha /knoxur/ gant ar re all. S.o. en:Conchobar ha YouTube. Ar pep aesañ evidon eo lezel an anvioù estren evel m'emaint : Sherlock Holmes eta, ha n'eo ket Cherlok... Conchobar ha n'eo ket *Konc'hobar. --Llydawr (kaozeal) 25 Gen 2022 da 08:00 (UTC)
- Conchúr mac Neasa eo an anv er pennad iwerzhonek. Patroller engineer (kaozeal) 25 Gen 2022 da 11:13 (UTC)
- Ya, evel-just ; bez' eo ar stumm modern eus an anv a oa skrivet Conchobar mac Nessa gwechall. Un diskoulm all e vefe, gwelloc'h bepred eget ar stumm brizhvrezhonek Konc'hobar mab Nessa.--Llydawr (kaozeal) 25 Gen 2022 da 11:42 (UTC)
- A-du gant LLyddawr. Moaien a vefe da venegiñ ur stumm brezhonekaet ouzhpenn ha perak ket ar stumm kozh en iwerzhoneg met ret e vefe reiñ daveoù. Tennet em eus brezhonekadur anv Cathbad ("*Kazhvaz" rak faziek e oa : cath zo kad e brezhoneg < keltiek *catu-)--Kadwalan (kaozeal) 29 Gou 2022 da 01:55 (UTC)