Kaozeal:Devanāgarī
- Benel eo ar ger devanagari e sañskriteg hag e galleg setu e soñj din e rankfe bezañ benel ivez e brezhoneg. ("An devanagari a zo anezhi...")
- Sañskriteg gant un ñ a gaver e geriadur An Here. Moavat eo peogwir ne vez ket kavet an heuliad sonioù "ans" e brezhoneg, din da c'houzout atav. Klotañ a ra ivez gant an doare ma vez skrivet ar silabenn gentañ en devanagari: S+A+friadur (anusvara).
- Hindi eo a gaver er memes geriadur. N'ouzon ket perak avat.
Yun 18:05, 27 July 2005 (UTC)
salut yun, evit ar pezh a sell ouzhin-me (d.l.e. ar pennadoù bet savet ganin) n'eo ket ret 'goulenn' atav a-raok reizhañ seurt traoù 8nemet ma tennfe, evel-just d'un dibab gerioù). fiziañs am eus e tud zo da reizhañ seurt traoù a denn d'ar yezhadur (ha dar bizskrivañ!). met memestra ne gomprenan ket abalamour da betra e rankfe bezan benel ar ger devanagari e brezhoneg nemet ma vefe peogwir eo benel e sañskriteg (gant pe hep tokig - ne ra forzh din...). un 'doare-skrivañ', pe ur 'skritur' pe c'hoazh un 'abuged' eo an devanagari, ha gourel eo ar gerioù-se holl. ha benel e ranfe bezañ ar ger 'gurumukhi' ivez (an doare-skrivañ ijinet evit skrivañ testennoù sakr sikhiz)? evit ar pezh a sell eus hini pe hinieg e rin atav gant al lost-ger -eg kentoc'h evit ma vefe sklaer d'an dud ez eo ur yezh emeur oc'h ober dave outi. p'ra soñjez neuze? Neal 18:13, 27 July 2005 (UTC)
Pa welan fazioù anat e tifazian met pa vez dibaboù da ober e kavan gwelloc'h kaozeal.
- N'eo ket anat gouzout pe benel pe gourel e rank bezañ ar gerioù: ur yezh (benel) eo ar brezhoneg, ha koulskoude eo gourel ar ger. Dre ma'z on kustum da soñjal er ger devanagari e-giz ur ger benel eo gwell ganin e vefe benel ivez e brezhoneg ("cheñch e voazioù eo an dra ziaesañ d'ober er bed-mañ!").
- Graet e vo gant sañskriteg neuze.
- Evidon-me eo gwell ober gant hindieg. An div yezh a chom hep dibenn -eg eo al latin hag ar gregach, met gant an holl re all e vez heuliet "reolenn an -eg". Ne welan ket abeg ebet evit ma ne rafe ket an hindieg evel ar re all.
Yun 18:45, 27 July 2005 (UTC)
bez' oan o prederiañ ha bremañ n'on ket gwall sur penaos ober: hag-eñ eo gwell ober gant 'hindieg' pe 'hindeg' a-benn ar fin (sur eo ha n'eo ket marteze eo gwelloc'h an doau stumm evit 'hinidi') rak n'on ket sur pe hini eo gwirizienn ar ger - ha ma vefe 'hind' achuet war-lerc'h gant ul lost-ger '-i', evel barcelona > barceloni... ober rin gant hindeg, marateg, nepaleg neuze kentoc'h evit nepalieg, maratieg pe hindieg...
Neal 08:53, 28 July 2005 (UTC)
Deuet eo ganit, rak dont a ra eus ar ger sañskriteg sindhu- (stêr, rinier) a zo aet da reiñ anvioù meur a stêr en Indez, an Indus pergen. Deuet eo da vezañ anv ur rannvro eus ar Parkistan, ar Sindh hag ivez anv India a oa hind gwezhall. Memes tra gant an hindustan. Yun 09:38, 28 July 2005 (UTC)
Pegen kozh eo an Devanagari ?
kemmañWar lec'hienn omniglot e reer anv eus 11th century AD evit an Devanagari, ar pezh a rofe e-tro ar bloaz 1000. E-tro ar bloaz 1200 zo bet lakaet er pennad. Ur fazi eo pe un dibab graet diwar mamennoù all ?
Evit reizh ar ger e vefe gwell ganin gourel. Techet eo ar brezhoneg da lakaat gourel an amprestoù digant ar yezhoù all pa chom estren ar ger. Lakaomp e vo lavaret ar c'horrida ha neket ar gorrida ha pa vefe benel ar ger e spagnoleg ha benel e galleg ivez. --Fulup 30 Gen 2006 da 15:19 (UTC)
ya, ur fazi eo sur. da reizhañ neuze... a-hendall, evit diskoulmañ ar gudenn da c'hoût hag-eñ eo gourel pe benel ar ger davanagari e c'hellfer ober gant skritur devanagari bewech, ha neuze e vefe gourel hep mar ebet! :-)) --Neal 30 Gen 2006 da 15:45 (UTC)