Kaozeal:Dinedin

Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Fazi en anv

Fazi en anv

kemmañ

Dùn Èideann > br:Dunedin ("kreñvlec'h Edin"), ha n'eo ket *Dinedin. Gwelit ar bajenn skosek.
Ar wrizienn geltiek -dun a gaver e lec'h all : Dún Laoghaire, Dumbarton ("kreñvlec'h ar Vretoned"), Loudun hag all. —   Siubhán McGunn (kaozeal) 8 Kzu 2012 da 13:40 (UTC)Respont

Koulskoude eo diwar ar predeneg din (kevatal d'ar gouezeleg ha d'ar galianeg "dun") e teu an anv: gwelet ar pezh a gaver er bajenn saoznek (ha skoteg ivez): «Present-day Edinburgh was the location of Din Eidyn, a dun or hillfort associated with the kingdom of the Gododdin. The modern Scottish Gaelic name "Dùn Eideann" derives directly from the British Din Eidyn». (British = predeneg; hag ar brezhoneg a zo ur yezh predenek.)--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Kzu 2012 da 16:15 (UTC)Respont
Dineol, Dinan, Dinarzh e Breizh. --2.14.174.65 9 Kzu 2012 da 20:41 (UTC)Respont
Dinbych e Kembre. --Llydawr (kaozeal) 16 Gen 2013 da 16:46 (UTC)Respont
Ha Dinas : kevded e kembraeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2013 da 14:32 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Dinedin".