Kaozeal:Dionysos
Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Diziverkadenn
N'eo ket d'ar verourien da zibab ment ar skeudennoù, met d'ar re a labour warno. An oberennoù arzel a zellez bezañ gwelet, ha n'eo ket bihanaet en un doare mezhus evit un holloueziadur. Bianchi-Bihan 23 Gou 2007 da 11:38 (UTC)
- Implijet e vez peurliesañ ar stumm "thumb" rak pounner-tre a c'hell bezañ skeudennoù bras o ment ha lakaet e vez diaes neuze tud ur modem goustad kargañ ar bajenn. Evit o gwelet brasoc'h mar bez ezhomm n'eus ket 'met klikañ warne. Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Gou 2007 da 13:54 (UTC)
- An oberennoù arzel n'int ket graet evit ar chas, met evit bezañ gwelet. N'eus ket ezhomm da vrasaat betek re, na d'o bihanaat evel ma rez. Ar seurt divizoù zo da gemer a-stroll. Bianchi-Bihan 23 Gou 2007 da 17:13 (UTC)
- N'eo ket hennezh ur pennad diwar-benn an arz, met diwar-benn ar vitologiezh - talvezout ar ra ar skeudenn da ambroug ar pennad ha n'eo ket ar c'hontrol. Lakaet ar skeudenn dindan stumm un "ivinenn" adarre. N'eo ket bet bihanaet. Evit kompren mat an diforc'h etre ur skeudenn bihanaet hag un "ivinenn", s.o. "Penaos embreger ur skeudenn" Merour (Neal) (Kaozeal) 25 Gou 2007 da 08:03 (UTC)
- lakaet e druz a-us evit ma komprenfes gwelloc'h. Me non ket gwall chalet gant ment ar skeudennoù, ganin ul liamm ADSL. Re all avat n'hallo ket kargañ ar pennad, gante ur modem goustadikoc'h. Merour (Neal) (Kaozeal) 23 Gou 2007 da 19:30 (UTC)
- N'eo ket chalet an aotrou, met kemm a ra hervez e c'hoant, evel ma tistruj hervez e c'hoant. Pelec'h emañ istor ar pennad a-raok an 23 a viz Gouhere distrujet gantañ da 09:16 dec'h ? o klask emaout? Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 09:16 (UTC)
- N'eo ket dre ma c'hoant na tamm ebet - ne ran nemet lakaat e pleustr reolennoù bet kendivizet ha/pe votet a-stroll. Te an hini eo a glask ober diouzh da c'hoant war an dachenn-mañ hep doujañ d'ar reolennoù envel-se. Bremañ e vo ret din adober ar rummad "Dionisos" bet savet ganit ivez evit e lakaat da doujañ d'an hevelep reolenn.
- Ne vije ket bet ret din (ya, RET, ma dle aeo evel merour m'az on lakaat ar pennadoù da doujañ d'ar reolenn envel) diverkañ ur pennad a-benn galloud e genteuziñ gant unan all ma vije bet doujet ouzh ar reolennoù envel-se ganit. Ya, war da chouk e lakaan samm ar gudenn-mañ, rak n'eo ket ar wezh kentañ m'eo savet ur gudenn a seurt-se hag aet on skuizh o rankout dirouestlañ pennadoù doubl hag o c'henteuziñ dre ma fell dit atav sevel pennadoù dindan stummoù na doujont ket d'ar rolenn envel sklaer war an dachenn-mañ. Kloz ar gaoz-mañ ganin. Merour (Neal) (Kaozeal) 25 Gou 2007 da 07:55 (UTC)
Respont
kemmañ- N'hall ket ur Yann implijer diverkañ ur pennad, hag istor ur pennad, met ur merour a c'hall.
- Ar merour Neal en deus diverket ur pennad peogwir eo lammet, evel kustum, da lakaat e fri el labour
- a-raok na vije echu,
- a-raok kaozeal
- hag a-raok en em soñjal.
- Lakaat a ra an tamall war ma chouk peogwir n'en deus ket kaozeet na soñjet a-raok ober e fazi: ledan eo chouk ar re all, n'eus nemet kargañ d'ober.
- Dlead kentañ ur merour eo ivez leuskel istor ur pennad a-wel d'an holl, kuit da ziverkañ netra.
- Goulenn a ran eta ma vo adsavet istor ar pennad Dionysos diverket gant Neal, ha n'eo ket gant unan all. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 08:13 (UTC)
- Ya, gwir eo, n'eus nemet ar verourion a c'hell diverkañ penandoù. Goulenn a v'hell ivez an implijerion/ezed all diverkañ pennadoù ha graet e vez war o zro gant ar verourion. Evit se eo ar bajenn isispial bet implijet ganit meur a wezh dija "Pajennoù da nullañ"
- Ar verourion a c'hell "lakaat fri", dres evel an holl implijerion/ezed all, evit lakaat ar pennadoù da doujañ da reolennoù mont-n-dro war raktres. Un diforc'h ez eus avat: gallout a ra an implijerion/ezed boutin hen ober e rank ar verourion hen ober
- N'eo ket ret kaozeal evit lakaat e plesutr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ, dreist-holl p'anav mat un implijer bet savet ur pennad gantañ pere eo ar reolennoù-se met kavout a ra gwell dezhañ ober hep doujañ oute, daoust, evel en degouezh-mañ, m'eo bet kemenet dezhañ meur a wezh dija.
- Ya, gallout a ra lakaat samm ar fazi war chouk un implijer resis pa galsk en un doare sistematk ha gwezh ha gwezha ll mont e-bioù d'ur reolennoù envel sklaer (ret eo bet adenvel ar rummad Dionisos div wezh ivz goude ma oa bet adanvet ar pennad e-unan). Ma vez kollet danvez, hag a c'hell bezañ, n'eo nemet dre faot an hini a glask skuizhañ ar re all o sevel pennadoù dindan stumm a oar mat a ranko bezañ reizhet da c'houde hag/pe kenteuzet gant penandoù all (ul labour torr-penn) pa vez penandoù all bet savet dindan ar stumm reizh hervez ar reolennoù bet degemeret dre votateg war an dachenn-mañ
- Kloz ar gaoz ganin war an dachenn-mañ. Sklaeraet an traoù.
- Merour (Neal) (Kaozeal) 26 Gou 2007 da 10:29 (UTC)
Dionysos c'hoazh hag adarre
kemmañ(Eilet diwar ar bajenn gaozeal stag ouzh ma fajenn bersonel evel implijer boutin: amañ)
Treiñ "i" da "y" Ha bremañ, goude ober da zever (sic) treiñ "i" da "y", e ri da zever adsevel istor ar pennad? Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 08:16 (UTC)
- Troet "i" da "y"? Na tamm ebet. Savet eo bet ar stumm "Dionysus" o toujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar Wikipedia-mañ (s.o Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern), da lâret eo resisoc'h:
- Diviz 2: Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù. Amañ: "Διώνυσος/Διόνυσος"
- Diviz 7: Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon". Treuzskrivañ "upsilon" > y'. Amañ "Διώνυσος/Διόνυσος" > "Dionysos"
- Ma toujfes d'ar reolennoù envel war an dachenn-mañ ha ma chomfes a-sav da sevel pennadoù ha rummadoù doubl ne vefe ket ezhomm o reizhañ, o c'henteuziñ hag/pe o diverkañ ha nueze e vefe aesoc'h chom hep koll danvez dre da faot-te.
- Bremañ ec'h in da adanvel ar rummad doubl "Dionisos" bet savet ganit adarre dre ma'z eus dija ur rummad anvet "Dionysos" rezh e stumm hervez ar reolennoù envel bet votet war ar Wikipedia-mañ. Arabat dit klemm neuze ma welez m'eo bet rummatet fall ar pennadoù ...
- Achu ar gaoz ganin war an dachenn-mañ. Ne vo ket repsontet ouzhit ken ganin war an dachenn-mañ dre m'eo bet sklaeraet an traoù. Mar fell dit kas pelloc'h an afer, n'ec'h eus nemet mont e darempred gant ur merour all.
- Merour (Neal) (Kaozeal) 26 Gou 2007 da 10:12 (UTC)
Ar filistinerezh trec'h d'an arz
kemmañ- Pa vez lakaet Dionysos e-lec'h Dionisos, n'eo ket treiñ "i" da "y" hervez Neal.
- Displeget dre an hir dija. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:11 (UTC)
- Dre an hit? Digomprenus.
- Pa vez nac'het gantañ adsevel danvez ar pennad, hag istor ar pennad eo dre faot ar re all. Keit ma ne ray ket e labour adsevel, ne labourin ket ken war ar pennad evit leuskel anezhañ d'obere labour ken talvousus.
- N'eo ket nac'hañ adsevel ar pennad. Diverket gant ar sistem ul lodenn eus istor ar pennad berrañ bet kenteuzet gant ur penand hirañ p'eo bet kenteuzet daou bennad doubl o danvez dre faot un implijer ma fell dezhañ sevel penandoù dindan titloù na doujañ ket d'ar reolennoù envel bet votet amañ. Displeget dre an hir dija. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:11 (UTC)
- Pa fell dezhañ ober al lezenn er pennad-mañ, evel e meur a hini all, e vez bihanaet taolenn Velasquez bep tro ma klaskan lakaat anezhi en ur vent dereat. Dont a ra da vezañ "mean and petty": kaouennidigezh.
- N'eo ket me an hini a ra al lezenn - ne ran nemet lakaet e plesutr reolennoù bet votet amañ.
- N'eo ket bet bihanaet ar skeudenn, implijet eo bet ar stumm "ivinenn". Displeget dre an hir dija an diforc'h etre bihanaat hag ivinennoù hag ar rag hag ar perag. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:11 (UTC)
- N'eo ket dav kregiñ gant ar c'hunujennoù hag an tagadennoù personel, nag e brezhong nag e saozneg. Ma kendalc'hez da vont war an hent-se e vo stanket da gont. Merour (Neal) (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:11 (UTC)
- Setu bremañ daou abeg din da chom hep labourat e-lec'h ma tremen ar freuzer. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:29 (UTC)
- Ma kendalc'hez da gunujenniñ ac'hanon e vo stanket da gont. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 10:04 (UTC)
- Ya, a-du gant Neal penn-da-benn: n'eo ket dereat tamm ebet feulster tagadennoù Bianchi-Bihan, nag e doareoù reut ha tagnus eskemm gant ar wikipedourien all. Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2007 da 13:50 (UTC)
Diziverkadenn
kemmañDiziverket eo bet ganin ar pezh oa bet diverket gant Neal. Emichans e vo laouen an holl breman... Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2007 da 14:06 (UTC)
- Aesoc'h e vije bet kregiñ dre aze, echu e vije ar pennad, ha savet re nevez all e-lec'h koll amzer . Un deiz marteze e teuin en-dro da labourat amañ... pa zeuy ar c'hoant en-dro. Bianchi-Bihan 30 Gou 2007 da 16:56 (UTC)
- Aesoc'h c'hoazh e vije bet krediñ dresevel pennadoù gante titloù o toujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar raktres-mañ ha chom a-drugarez da se hep sevel pennadoù doubl. Dont a ri en-dro pa gari. Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:33 (UTC)
- Keit ma c'hoarii lakaat taolenn Velasquez er vent se n'on ket prest da vezañ gwelet dre amañ. Bianchi-Bihan 31 Gou 2007 da 05:28 (UTC)
- Aesoc'h c'hoazh e vije bet krediñ dresevel pennadoù gante titloù o toujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar raktres-mañ ha chom a-drugarez da se hep sevel pennadoù doubl. Dont a ri en-dro pa gari. Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:33 (UTC)