Kaozeal:Distrig kevreadel
Distrito federal n'eo ket un anv divoutin ha gallout a reer treiñ anezhañ aes-kenañ e brezhoneg evel m'eo bet graet gant krouer ar pennad e-unan. Marteze e vefe kerkoulz envel ar pennad distrig pe pastell-vro kevredadel (geriadur Roparzh Hemon) hag ober anv eus an an orin e-barzh pa vo ezhomm. Ouzhpenn-se e c'hallfer bodañ danvez a denn da vroioù all e-barzh. --Kadwalan 11 Gwe 2007 da 09:05 (UTC)
- Ya, a-du evel-just. Kement-mañ a vez graet en holl yezhoù. Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 09:38 (UTC)
- Aet on da lakaat ur sell war ar wikiepdia e spagnoleg evit sklaeraat afer Arc'hantina meneget er pennad-mañ. Diouzh un tu, war a welan, ne vez ket implijet an termen "distrito federal" evit komz eus rannbarzhoù ar vro-se met "provincia" (s.o. Provincias de la Argentina) met diouzh an tu all e vefe Arc'hantina ur Republik Kevredadel (kentoc'h evit "Stad kevredadel") República Federal e spagnoleg hervez bonreizh ar Republik (dave: idem.):
- "Conforme a la Constitución de 1853, reformada en varias oportunidades y la última en 1994, la Argentina es una república federal. Actualmente (2007) existen 23 provincias en el país. La Ciudad de Buenos Aires no tiene carácter de provincia, sino de ciudad autónoma con atribuciones similares a una provincia, siendo además la Capital de la República."
- Mat e vefe neuze reizhañ an tamm skrid-se er pennad-mañ. --Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 10:17 (UTC)
- Aet on da lakaat ur sell war ar wikiepdia e spagnoleg evit sklaeraat afer Arc'hantina meneget er pennad-mañ. Diouzh un tu, war a welan, ne vez ket implijet an termen "distrito federal" evit komz eus rannbarzhoù ar vro-se met "provincia" (s.o. Provincias de la Argentina) met diouzh an tu all e vefe Arc'hantina ur Republik Kevredadel (kentoc'h evit "Stad kevredadel") República Federal e spagnoleg hervez bonreizh ar Republik (dave: idem.):
Lakaomp e ve ur republik kevredadel eus Arc'hantina ez eo ivez ur Stad kevredadel neuze neketa? Evit a sell an distrito federal sellet ouzh ar bajenn-mañ--Kadwalan 14 Gwe 2007 da 10:32 (UTC)
Respontoù
kemmañ1. Stad pe Republik Evel-just ez eo Arc'hantina ur Stad: "Republik Kevredadel" eo ar stumm ofisiel hervez bonreizh ar vro-se avat ha ne gomprenan ket re vat perak chom hep ober gant an termen resis-se.
2. Ditrig Kevredadel pe Proviñs Ne denn ar bajenn-mañ nemet da anv Buenos Aires ha n'eo ket d'ar Proviñsoù all:
- "Conforme a la Constitución de 1853, reformada en varias oportunidades y la última en 1994, la Argentina es una república federal. Actualmente (2007) existen 23 provincias en el país."
pelloc'hig...
- "La Ciudad de Buenos Aires no tiene carácter de provincia, sino de ciudad autónoma con atribuciones similares a una provincia, siendo además la Capital de la República."
(dave: Provincias de la Argentina
ha:
- "La Ciudad de Buenos Aires, también denominada según su constitución desde 1996 como Ciudad Autónoma de Buenos Aires[1], es la Capital de la República Argentina, título este que junto con el de Capital de la Nación le otorgan la Constitución Nacional y las leyes de federalización. De manera no formal se utiliza también la denominación de Capital Federal."
(dave: Buenos Aires
Da lâret eo e vezs isrannet Arc'hantina ez-ofisiel e Proviñsoù ha n'eo ket e Distrigoù Kevredadel daoust ha ma vez implijet an termen nann-ofisiell "Kêrbenn Kevredadel" evit ober dave da vBuenos Aires.
A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 10:47 (UTC)
- Iskuz me Neal met kavout a ra din az teus lennet re vuan. Lavaret a reer er pennad ez eo disheñvel an distrigoù kevredadel diouzh ar rannoù meslestradurel all ha n'eus ket 'met unan e pep stad. En doare m'eo skrivet roll an distrigoù a gaver en amerika ar c'hreisteiz ouzhpenn ez eo sklaer n'eus ken unan e pe bro. Evit a sell "Stad" ez eo un "Hyperonyme" eus "republik". Setu ez eo gwell evit komz eus Stadoù zo disheñvel o bonreizh war un dro evel e deroù ar pennad. Ma kavez an tu hag an ezhomm e c'hallez ouzhpennañ ez eo Arc'hantina ur Reupblik kevredadel ouzhpenn el lodenn gouestlet dezhi--Kadwalan 14 Gwe 2007 da 11:14 (UTC)
Mat eo
kemmañD'am soñj e vije mat klask eeunaat un tamm ar yezh evit ma vije komprenus d'ar speredoù pout evel ma hini. Bianchi-Bihan 28 Du 2008 da 17:19 (UTC)