Kaozeal:Dousenn
Ur pennad gwall duek evel re alies war WP (pegoulz e vo pennadoù holloueziadurel, neptuek, gant danvez gwiriet a-raok skrivañ?…); gwashoc'h c'hoazh war Wikeriadur (dousenn) (savet gant ar memes den) gant gerioù tuekoc'h c'hoazh, da sk. «douseniad: kinniget gant Vallée, skouer ebet (betek-hen). A seblant ijinet.» Perak ober gant «kinniget» hep klask? (neptuek a vefe bet lakaat da sk.: "roet", "a gaver gant Vallée"...). «skouer ebet»: n'en deus ket klasket, anat. Kavet e vez gant Ernault, Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes (1904), hag implijet ingal gant tud brezhoneg Gwened (Kalloc'h, Herrieu…), ha ma n'en dije ket levrioù, emañ Internet, ha kavet en dije war Wikimammenn vrezhonek. «A seblant ijinet». Evel e-barzh istorioù Lucky Luke: "krougomp da gentañ, barnomp war-lerc'h!". Ha petra lavaret diwar-benn ar stumm "dousennad". Dec'h end-eeun em boa roet skouerioù gant skrivagnerien lakaet da vezañ mat hag asur, ha n'int ket brudet evit ijinañ traoù: Visant Seite, Frañsez Kervella, Yeun ar Gow, Yann Bijer… ar re-mañ a zo deuet da vezañ hiziv amañ: «tud zo a ra gant ar ger dousennad ivez», evit reiñ liv an diskred warno, heuliet gant un dagadenn diwar-benn Ofis ar brezhoneg, evit sankañ an tach.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Meu 2014 da 15:20 (UTC)
- Siwazh, n'on ket sur e vefe an traoù ken splann-se. Eskern ha pluñv 'zo, 'm eus aon. N'emañ ket em c'herz an oberenn gant YaG ho poa graet meneg anezhi dec'h met kavout a reer dousenn sof-kont e-barzh E Skeud Tour Bras Sant Jermen da skouer : "Ur wechad pe ziv e voen kelc'het gant un dousenn bennak anezho, deuet da glask roiñ lamm din war ar porzh." (pajenn 202). Evit poent, roud ebet eus dousennad e-barzh...--Prieladkozh (kaozeal) 6 Meu 2014 da 16:00 (UTC)
- Mat a rit bezañ war evezh, ha bezañ un tamm evel "Sant Tomaz na gredas nemet pa welas", met dousenn ned a ket a-enep dousennad, evel ma ned a ket dek a-enep degad. Hag ar skrivagnerien am boa roet hag o skouerioù n'haller ket ober fae warno, a gav din. Ha ma fell deoc'h kaout ur skouer ha na zeu ket eus skridoù skrivagnerien, setu unan: «dousennad b. "douzaine", ls. dousennadoù.» (gant distagadurioù na adskrivan ket amañ) Andrev Sinou, Brezhoneg Lechiagad, Geriaoueg, Hor Yezh, 2000, p.39. "dousenn" a ro ivez, hep liester avat.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Meu 2014 da 16:45 (UTC)
Atav e vez savet ar pennadoù gant unan bennak. Pa vez kavet n'eo ket neptu a-walc'h e c'haller kenlabourat d'ober gwelloc'h, ha n'eo ket c'hoari gant arouezioù "diwall" pe me oar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 17:11 (UTC)
- Adlakaet em eus ar meneg "da neptuekaat" pa n'eus ket bet dalc'het kont eus ar pezh a zo skrivet amañ. Piv en dije kredet? Dont a-benn d'ober ur pennad tuek diwar-benn ar ger "dousenn". Roparz Hemon a lavare dija en e amzer: «(ar re) a gred ez eo gallek pe ijinet, kement tra na vez lavaret en o farrez».--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Meu 2014 da 10:21 (UTC)
Neptuekaet eo bet. Goude ijinañ reolennoù, petra 'maout klask c'hoazh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2014 da 10:27 (UTC)
- N'eo ket bet neptuekaet da'm meno, gwanaet traoù 'zo hepken, hep degas an elfennoù pennañ degaset amañ (evel ar geriadurioù, ar brezhoneg komzet...), ha kas a ra d'ar Wikeriadur ha n'eo ket neptu kennebeut evel m'emañ. Ma n'ouzout ket neptuekaat, lez ar re all d'ober p'o devo amzer. Da c'hortoz eo ret mat d'al lennerien gouzout eo gant ar brasañ evezh eo ret krediñ an traoù evel m'emaint, ha setu perak eo mat lezel ar c'hemenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Meu 2014 da 11:21 (UTC)
- Demat, Ne gav ket deoc'h emaoc'h o spazhañ laou un tammig pe o ren ur brezel personel ouzh unan bennak ? Emaon o paouez adlenn ar pennad goude bezañ bet kempennet gant Bianchi-Bianchi hag, evit gwir, ne welan ket penaos e c'hallfe bezañ lakaet neptuoc'h c'hoazh. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Meu 2014 da 11:28 (UTC)
- Ar wech diwezhañ eo din respont amañ. Kemeret em eus poan o klask skouerioù. Kavet em eus e geriadurioù (Ernault Geriadur gwenedeg), er yezh komzet (e brezhoneg Lechiagad), Kalloc'h, Herrieu, skrivagnerien vrudet a ouie eus o yezh (Seite, Kervella, ar Gow…), ha n'eo ket mat c'hoazh! "dousenn(i)ad" a zo un dra voutin e brezhoneg, ha ne zlefe ket bezañ charre d'ober gantañ. (n'eo ket ganin eo bet kroget ar reuz!).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Meu 2014 da 11:45 (UTC)
- Demat, Ne gav ket deoc'h emaoc'h o spazhañ laou un tammig pe o ren ur brezel personel ouzh unan bennak ? Emaon o paouez adlenn ar pennad goude bezañ bet kempennet gant Bianchi-Bianchi hag, evit gwir, ne welan ket penaos e c'hallfe bezañ lakaet neptuoc'h c'hoazh. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Meu 2014 da 11:28 (UTC)
Ar santimant am eus e kemer poan pep hini amañ o klask degas skouerioù fraezh ha splann, ne gav ket deoc'h ? Ret e vo ma digareziñ o vezañ na gomprenan seurt, siwazh din. Petra RESIS emaoc'h o c'hortoz evit ma vo neptu ar pennad, hervezoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 7 Meu 2014 da 12:00 (UTC)
Reolenn
kemmañHervez ar reolenn (ur gwir reolenn, honnezh), hag anavezet mat ("Wikipedia n'eo ket ur geriadur"), n'eo ket amañ emañ ar skouerioù da vezañ lakaet. N'eus nemet lakaat anezho er wikeriadur. Eno em eus lakaet ar re am eus kavet, tud all o deus graet kemend-all, da re a lakai pa gari. Pep hini a zegas e arguzenn, hervez doareoù ordinal ha pemdeziek ar wikipedia. Daou bennad zo eno eta:
ha
Evit amañ eo neptu a-walc'h, a gavan. Kompren a ran a-walc'h e vefe kavet abeg c'hoazh, met neuze eo ret lavarout pelec'h emañ an abeg, evel evit pep pennad. Evit se eo ret lenn a-raok klemm. A-hend-all n'eo nemet enebiñ evit ar blijadur. Ur wech ouzhpenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2014 da 16:20 (UTC)
Skeudenn
kemmañMat da vrezhonekaat, marteze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 18:06 (UTC)
RANNOÙ DAOUZEK : 1/12 = 1 |
Trugarekaat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 21:43 (UTC)