Kaozeal:Eil Brezel-bed

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan


Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Goude un diviz en davarn ez eo bet dibabet an doare skrivañ Eil Brezel-bed . Kavout a reoc'h an eskemm klok amañ : Wikipedia:Ar Brezelioù-bed


Biskoazh kement-all!! Perak lakaat ur barennig stagañ da brezel-bed??? Morse n'em eus gwelet seurt tra, ha ne vez ket graet kement-mañ na gant TES, na gant Diwan da skouer. Kinnig a ran e vije adkaset ar pennad d'ar reizhskrivañ boutinañ (gant un adkas ur brezel-bed ma zo lod a skriv evel-se)... Benoni 8 Du 2006 da 10:27 (UTC)Respont

Ne ran ket kalz a forzh gant ar barrennoù-stagañ a vije ret lakaat un tamm e pep lec'h bremañ, hervez tud zo, met ret eo bevañ ganto. Klasket em eus er geriadurioù neuze hag em eus kavet:
  • brezel-bed gant RH, meneg ebet gant an Here
  • klotañ a ra gant brezel-bro a lennan e pajenn 184 an Here.
A-benn ar fin, n'eo ket souezhus, peogwir e skriver anvioù-tud, anvioù-badez, anvioù-lec'h, deskadurezh-stad (-Stad, hervez lod).
Neuze eo sklaer din: ret eo lakaat Eil brezel-bed. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 23:27 (UTC)Respont

Pennad

kemmañ

Demat d'an holl, Kinnig a ran an tamm pennad-mañ, troet 'm eus diwar ar stumm c'hallek. Ar wezh kentañ eo din treiñ pe degas ur pennad, laouen bras e vefen kaout alioù ha sikour. Ne vestronian ket c'hoazh doareoù Wikipedia... Mersi bras ! Karout a ran wikipedia, aes eo da vestroniañ. A galon Fanchigo 6 Kerzu 2011

Distreiñ d'ar bajenn "Eil Brezel-bed".