Kaozeal:Emirelezh

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ar goulennoù daveoù ne blijont ket ? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Emirelezh&action=history Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 19:49 (UTC)Respont

Perak e c'houlennez amañ, pa oa ar stumm "tiernac'h" paneveken a-raok war ar wikipedia, gant tud all? Amañ [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 20:05 (UTC)Respont

Mar talv ar goulenn daveoù evit an emired, forzh pe c'heriadur a embann e lavaront perc'hennañ da lignez ar profed Mouc'hammad, ha techet-start e vezont da ren a dad da vab ; mar talv evit ar ger "tiernac'h" hepken, sellet ouzh geriadur Ménard, p. 454.  Remziad  pe c'hoazh  tierniezh  zo mat ivez, met seul binvidikoc'h ha reizh geriaoueg Wikipedia e brezhoneg, seul welloc'h evit al lennerien, yaouank pe gozh, "desket" pe o teskiñ. — 2.13.200.75 2 Gen 2015 da 21:22 (UTC)Respont

Roud ebet eus "tiernac'hek" er wikipedia: e pe lec'h all e vefe kavet? https://br.wikipedia.org/w/index.php?search=tiernac%27hek&title=Dibar%3AKlask&go=Mont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 21:30 (UTC)Respont

Geriadur Ménard, p. 454. — 2.13.82.233 3 Gen 2015 da 09:42 (UTC)Respont
Penaos ez eer eus tierniezh da d-tiernac'hek? Eus pelec'h e teu tiernac'h? Ijinet evit ar geriadur pe embannet e lec'h all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Gen 2015 da 10:01 (UTC)Respont
Emsav niv. 32, 1969: Evel-se eo bet anvet peogwir e voe diorreet dindan ren tiernac'h ORLEANS e Frañs en 19t kantved.
Penaos ez eer, n'ouzer ket, met mont a reer, ha dan daoulamm ! https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Emirelezh. Savet diwar ar verb nac'h ? Diwar ar c'hembraeg ? Ar ger kembraek cy:teyrnas ( as = ac'h?) a zo kement ha rouantelezh, anat.
Goulven Pennaod, Splet an henvrezhoneg evit ar yezh arnevez, 1976, p. 19: "dynastie" tiernac'h (Kb. -ach "abstract and collective noun ending" WG 230 ?)
Ma'z eo savet "gant Preder", n'ouzer ket gant piv. Met pab n'hall faziañ, hogen ne vo kendrec'het nemet ar feizidi. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Gen 2015 da 13:28 (UTC)Respont
Tierniezh, a zo er wikipedia.
teyrnas (cy:Y_Deyrnas_Unedig), zo rouantelezh

Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Gen 2015 da 15:47 (UTC)Respont

Ar ger kembraek teyrnas zo rouantelezh, hag ar ger brezhonek tiernac'h a dalvez un dra all, ha kement-se abaoe tost un hanterkantved da vihanañ:
  • "Tiernac'h, heuliad tierned eus an hevelep kerentiezh, rummad roueed" en Emsav 32, 1969;
  • "dynastie tiernac'h" e Splet an henvrezhoneg, 1976;
  • "dynastie tiernac'h b." e Geriadur an armerzh, 1995;
  • "dynastie tiernac'h f. -où" e geriadur Martial Ménard, 2012.
Tiernac'h zo er wikipedia: http://br.wikipedia.org/w/index.php?search=tiernac'h

Lavarout eo brezhoneg yezh embannadurioù Preder zo un dra, met n'eo ket sur e vefe a-du an holl. Gerioù ijinet un 50 vloaz zo, ha n'int ket bet degemeret c'hoazh, hag e-leiz a zo, a c'haller marteze teurel un tamm evezh bihan a-raok o implij, a aotrou Saded-gar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Gen 2015 da 18:04 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Emirelezh".