Kaozeal:Enez (douar)

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup
  • Ne gav ket din e vefe ezhomm da lakaat al liester amañ nag an adliester (ar "stumm leonek") kennebeut. Wikipedia n'eo ket ur geriadur yezh (dictionnaire de langue) met un holloueziadur (encyclopédie). --Llydawr 25 Gen 2006 da 22:41 (UTC)Respont

Evidon-me e tleer ober gant ar furm stroll (n'eo ket al liester, tamm ebet, inizi an hini eo) p'eo rouesoc'h an unanderenn (singulatif) enezenn. A wechoù e kaver ar stumm unanderel an implijetañ (saladenn, da skouer). Stumm leonek? Lavaret e vez Enez Sun ha distaget Ene e Bro-Gerne. Forzh penaos e skrivan diwar Geriadur An Here alies a-walc'h. Ur perzh dibar ar brezhoneg eo ar furm stroll ha kavet e vo meur a benngerioù dindan an stumm-se (frouezh, ed, derv). Er c'hontrol pa 'z eus un diforc'h bras etre an unanderenn hag ar furm a stroll (marc'h/kezeg) e vez dibabet an unanderenn evel just.

Normal eo kaout ur pennad berr p'eo ur bugelig (ur sioc'han evit gwir) ar Wiki brezhoneg. Be'zo pennadoù hiroc'h hag "kelc'hgeriadureloc'h" diwar-benn "enez" er wikioù all. Piv a lakao hon hini da greskiñ? --Ch. Rogel 25 Gen 2006 da 23:19 (UTC)Respont

  • Furm stroll ? Yezh Bro-Leon ? Ha petra c'hoazh ? Perak ne heuilhit ket dielfennadur boas hon diaraogourien, geriadur An Here (a ra adliester eus an dra-se) pe hini yezhadur Frañsez Kervella (a ra gant an anvadur eilliester) ?--Llydawr 29 Gen 2006 da 16:22 (UTC)Respont

Heuliañ a ran GAH p. 1351 : Unanderenn, ioù. Yezhad. Anv a lakaer war an termenoù, a saver diwar ur furm stroll hag an dibenn -enn, a arouezer un elfenn eus ur rummad traoù niveradus ganto.

N'eo ket enez un adliester tamm ebet, enezeier ne lavaran ket (s.o. ar pennger adliester). N'on ket ur yezhadurour, met e lennan GAH spis a-walc'h hag ober a ran an diforc'h etre an anvioù-stroll hag an anvioù el liester pa n'eo ket dibaot e yezhoù all. --Ch. Rogel 29 Gen 2006 da 18:15 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Enez (douar)".