Kaozeal:Enklozadur

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup

"D'al live isvroadel e oa niverus an enklozadurioù ... An droienn d'al live a zo un euzh he gwelet.

  • Adlakaet em eus stumm Genver abalamour d'ar cheñchamantoù diabeg ha d'an treuzkompren bet degaset gant un implijer dianav e troiennoù zo. Adlakaet em eus ivez ar gartenn bet skarzhet hep abeg. Dalc'het eo bet ar boued nevez degaset gantañ. --Fulup 15 C'hwe 2006 da 17:16 (UTC)Respont
  • Ne gomprenan ket mat an distro-se. Ma'z eus bet treuzkompren war boentoù 'zo gant an den dianav eo ret reizhañ eveljust (hag ar memestra evit ar skeudenn skarzhet), met a-hend-all en doa degaset gwellaennoù war ar yezh. Mont da adlakaat fazioù yezh pe stummoù nebeut idiomatek n'eo ket mat (live ar yezh n'eo ket bepred dispar war ar Wiki brezhonek), ma vez digalonekaet ar re a glask gwellaat ar yezh n'aimp ket war-raok. Iskomandant Marc'heg 15 C'hwe 2006 da 19:54 (UTC)Respont
  • Klasket em eus derc'hel ar pezh a gave din a oa bet gwellaet. Met dre ma oa bet lamet boued ivez em eus ranket adloc'hañ diwar ar stumm a oa a-raok. N'em eus ket bet amzer da adwelet pizh kement tra a oa bet degaset. Skuizh e oan. Klasket em eus derc'hel d'an degasadennoù pouezusañ. Tu zo ober gwelloc'h hep mar. --Fulup 16 C'hwe 2006 da 18:52 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Enklozadur".