Kaozeal:Epikuros

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Benoni e kaozeadenn Epikouros

reolenn envel -> Epikouros (<Έπίκουρος), s.o. Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern Neal (Kaozeal) 3 Gwe 2007 da 07:37 (UTC)Respont

Ya met kentoc'h Epikuros (geriadur Roparzh Hemon)--Kadwalan 12 Gwe 2007 da 16:38 (UTC)Respont

N'on ket a-enep an eil stumm nag egile: un evezhiadenn n'eo ken. Gwell marteze en degouezh-mañ ober gant ar stumm "Epikuros" evit ma vefe aesoc'h d'ober da c'houde gant ar stumm "Epikuriezh". Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 17:17 (UTC)Respont

Epikuros: lavarout eo ar stumm hengounel: ma'z eo gwir, e peseurt levrioù ?

Trugarez da sinañ. E geriadur R. Hemon hag hini Vallée--Kadwalan 14 Gwe 2007 da 14:39 (UTC)Respont
Un evezhiadenn an hini oa bet kaset din gant unan diazanv. Trugarez evit da respont. Goût a ran ne reer ket evel-se peurliesañ, met abegoù am eus evit hen ober. Sklaeraet an traoù. Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 16:19 (UTC)Respont

Henañ hengoun

kemmañ

Ne gredan ket e klotfe na Vallée na Hemon gant an hengoun, pe neuze e lakaer n'eus forzh petra e-barzh ar ger hengoun. En un holloueziadur e kredan eo ret teurel evezh ouzh ar gerioù. Bremañ sellomp ouzh ar wirionez wir, hini al levrioù, ha n'eo ket an hini a zo bet kinniget :

  • -e-barzh Hemon e lenner "epikurad"
  • -e-barzh Vallée "epikourad"

Goulenn: pehini an "henañ" hengoun? Rufus 15 Gwe 2007 da 07:26 (UTC)Respont

Ne vez ket kavet ar wirionez e-barzh al levrioù ! Skwerioù ? Mein kampf gant Adolf Hitler, an holl levrioù gant Platon...
N'eus ket a unaniezh etre an hengounioù hag ar wirionez (ha ma kavjemp anezhi e-barzh al levrioù) ; un hengoun zo un doare boas hag aes da blegañ.
MP

Hengoun

kemmañ

Ma vije bet dallet Vallée pe Hemon gant an hengoun ne vijemp ket gant o geriadurioù, ha ne vijemp ket amañ o skrivañ. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 16:11 (UTC)Respont

Epikouros

kemmañ

Na gomprenan ket perak na vez ket graet gant Epikouros: ur furm testeniekaet e brezhoneg eo, hag ouzhpenn-se e heuilh ar reolennoù savet en ur c'hendiviz reolata war an anvioù a orin c'hresianek.  Benoni (Kaozeadenn) 4 Du 2007 da 22:27 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Epikuros".