Kaozeal:Escaut (disheñvelout)

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

C'hoazh ur wech 'zo bet cheñchet pal ur bajenn, hep delc'her kont eus an heuliadoù (N'eo ket ar wech kentañ. Pet gwech eo bet meneget an dra-se d'an implijer?). Koulskoude eo skrivet splann: «Gwiriit mat an adkasoù doubl hag an adkasoù torr. Ennoc'h emañ fiziet gwiriañ e kendalc'h al liammoù da gas war-zu ar bajenn a rankont kas daveti Perak ne zalc'her tamm kont ebet eus ar c'hemenn-se?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Mez 2014 da 18:50 (UTC)Respont

Me, pa welan e c'haller mont eus ar pennad br:escaut da en:escaut, ha gwelout int heñvel o-daou (nemet eo pinvidikoc'h an hini brezhonek), ne gomprenan ket perak e teuer da glemmichat, panevet evit ar blijadur evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2014 da 06:45 (UTC)Respont
N'eo ket eus an dra-se 'zo kaoz. Komz a rez eus an etrewikioù (Wikidata). Netra da welet. Kaoz 'zo amañ eus al liammoù («Ennoc'h emañ fiziet gwiriañ e kendalc'h al liammoù da gas war-zu ar bajenn a rankont kas daveti»). En ur ger berr, evit mont gant reolennoù ar Wikipedia, eo ret dit mont da dresañ bremañ an holl liammoù bet torret goude ma'z pije cheñchet pal d'ar bajenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Mez 2014 da 11:17 (UTC)Respont
Brav! "eo ret dit" a blij din. Kenañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Mez 2014 da 15:20 (UTC)Respont
Pegoulz e vo ur respont atebek evit ur poent pleustrek?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Gou 2014 da 06:58 (UTC)Respont

Pajenn adanvet Escaut (disheñvelout). Aesoc'h ober evel-se eget mont da reizhañ al liammoù e nouspet pennad ma kaver ar ger "Escaut" evit ober anv eus ar stêr. --Llydawr (kaozeal) 8 Gou 2014 da 16:51 (UTC)Respont

Escaut hepken en alamaneg ha saozneg: de:Escaut, en: Escaut, ha n'eus kudenn ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2014 da 17:13 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Escaut (disheñvelout)".