Kaozeal:Evrog Nevez
A-raok skarzhañ ur pennad e vije dleet ha dereat goulenn ali an holl gensaverien. Rufus 9 Gwe 2007 da 22:42 (UTC)
- N'eus bet skarzhet netra, kendeuzet div bajenn nemetken o tennañ d'an hevelep kêr. Benoni (Kaozeadenn) 9 Gwe 2007 da 23:01 (UTC)
- Meur a bennad a c'hall bezañ diwar-benn ur gêr, dreist-holl NY.
- Goulenn ali ar re all zo reizh. Tangi Gwegen 10 Gwe 2007 da 06:07 (UTC)
- N'emaomp ket en ur geriadur, met en un holloueziadur. N'eus abeg ebet da gaout ur pennad "Evrog Nevez". Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 10:11 (UTC)
Bis
kemmañAdlavarout a ran eta: a-raok skarzhañ ur pennad, ha diverkañ danvez fetis a zo e lec'h er wikipedia brezhoneg, mar plij, komz gant an holl, ha degas arguzennoù, ha doujañ ouzh labour ar re all, chom hep digalonekaat ar re a labour, chom digeriñ brezelioù bihan. Rufus 11 Gwe 2007 da 03:23 (UTC)
Pennad doubl da vezañ kenteuzet
kemmañUr penand doubl eo hemañ da vezañ kenteuzet gant New York. "New York" eo ar stumm nemetañ testeniet e brezhoneg (nemet ma teufe a-benn unan bennak da reiñ daveoùy kontrol resis evel-just) ha gant ar stumm "New York" e vez graet ivez gant TES (n'eo ket ul lezenn mont da heul skouer TES, evel-just, met ne welan ket perak ober e mod all war ar c'hraf resis-mañ). Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 10:39 (UTC)
- Trugarez: sklaer eo an traoù. Adalek ma vo distrujet labour sirius n'em bo netra d'ober ken amañ. E-lec'h derc'hel gant pennadoù Brazil ha re all eta, e rin evel Implijer:Rognogno. Rufus 12 Gwe 2007 da 11:46 (UTC)
- piv en deus komzet eus "distrujañ"? pa vez kenteuzet ur penand gant unan all ne vez ket kollet dre ret tamm danvez ebet. Mat e vefe gortoz un nebeud devezhioù, amzer 'an dud a difenn ar stumm "Evrog Nevez" da glask daveoù evit diwel eo bet testeniet ar stumm-se e brezhoneg ha neuze, ma ne deu war wel arguzenn nevez ebet, e kinnigan kenteuziñ ar pennad Evrog Nevez gant ar pennad New York. Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 11:51 (UTC)
A-du emaon gant Neal. Da'm soñj e ve a-walc'h lakaat un notenn er pennad New-York, evit menegiñ gerdarzh an anv ha skouer ar yezhoù all, dre ma ne vez ket implijet stank an anv brezhonek-se daoust dezhañ da vezañ kerkoulz hag un all. --Kadwalan 12 Gwe 2007 da 13:58 (UTC)
- Graet an notenn ganin. Deoc'h da welet evit ar pennad. --Kadwalan 12 Gwe 2007 da 14:06 (UTC)
- Mat eo: ad-kendeuzet ar pennadoù ha treuzfurmet ar pennad-mañ e pajenn adkas en-dro. Benoni (Kaozeadenn) 12 Gwe 2007 da 14:13 (UTC)
- Graet an notenn ganin. Deoc'h da welet evit ar pennad. --Kadwalan 12 Gwe 2007 da 14:06 (UTC)
- A-du. Ret e vo gwareziñ ar pennad d'am soñj ma sav ur brezel-embann diwar e benn.Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 17:21 (UTC)