Kaozeal:FAMAS

Evezhiadenn diwezhañ: 2 viz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Rummad Armoù-tan

Rummad Armoù-tan kemmañ

@Llydawr Me a gav din n'eo ket diezhomm ouzhpennañ ar rummad "Armoù-tan" e pajennoù an armoù-tan, memes ma vezont renket e isrummadoù all (Pistolennoù, Fuzuilhoù, hkz.). Al lennerien dedennet gant ar sujed a c'hall kaout ul listenn glok eus ar pennadoù kinniget ha ne oaront ket atav peseurt doare armoù eo ar re a glaskont, dreist-holl evit an armoù hir (fuzuilhoù, fuzuilhoù-mindrailher, fuzuilhoù-arsailh). Aeasaat a ra an enklaskoù. A galon, Fanchigo (kaozeal) 24 C'hwe 2024 da 06:19 (UTC)Respont

Porchedoù zo evit se. Gallout a rafes sevel ur porched an armoù-tan ha lakaat ul liamm war e zu e traoñ ar pajennoù, evel m’eo bet graet, da skouer, gant porched Japan, a gaver e pennadoù evel Japaneg, Menez Fuji, Sushi, pe Manga. Gwelout ivez: fr:Portail:Armes.
Un navbox a c’hellfe bezañ savet ivez, evel, da skouer, en:Template:Firearms, a gaver e traoñ pennadoù evel d.s. en:Rifle (ar voest glaz, Firearms (list, glossary, and topics) e zitl, klik war Show evit gwelout an endalc’h). Huñvreüs (kaozeal) 24 C'hwe 2024 da 09:23 (UTC)Respont
Trugarez ! Savet em eus ur porchedig Porched:Armoù-tan. Fanchigo (kaozeal) 26 C'hwe 2024 da 10:25 (UTC)Respont
Ha savet eo mat, gourc’hemennoù!
Gallout a rafes ouzhpennañ anezhañ da borched ar porchedoù evit lakaat anezhañ war wel. Huñvreüs (kaozeal) 26 C'hwe 2024 da 11:02 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "FAMAS".