Kaozeal:Fellasion

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant 2A01:CB08:8BB7:F100:481B:9C01:3665:E7E3 e kaozeadenn Distagadur

Titl ar pennad

kemmañ

Ne gomprenan ket perak e kendalc'h an implijer Bianchi-Bihan da zistreiñ da stumm fazius ar bajenn-mañ.

  • Daveoù a vank evit *fellasion ha *kalc'hsunerezh, na gaver neblec'h. Perak na reiñ an daveoù rekis ?
Mar deu *fellasion eus brezhoneg ar bobl (galleg treuzskrivet eo ar ger, forzh penaos), embann pelec'h, pegoulz ha gant piv ec'h eo bet dastumet, ha mat pell zo ; ar gumuniezh a varno. Liv ur ger goveliet war ar prim zo war *kalc'hsunerezh, a vefe *kalc'hchukerezh kentoc'h.
  • "Sunañ" n'eo ket "chukat" : diwar ar galleg sucer e teu ar ger *sunañ a lenner e doare orin ar pennad. Perak ober gant "sunañ", p'emañ "chukadenn" er pennad end-eeun ?
  • Ur relavar eo « *kalc'h ur gwaz », evel ma vefe « ellig ur vaouez ». Perak klask lezel ar fazi mantrus ha lu-se er pennad ?

Paket an implijer gant teir bosenn ar Wikipedia brezhoneg, 'm eus aon : an triliv livet e gwenn-ha-du, an digasted e-keñver reolennoù Wikipedia, hag ar falsperc'henniezh. --90.32.37.86 6 Du 2016 da 10:46 (UTC)Respont

Ar bosenneg o komz eus bosenn?Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2016 da 10:52 (UTC)Respont

Pe vosenn a vefe ganin, hervezoc'h ? Respontit d'an arguzennoù a zo bet lakaet amañ a-us, kentoc'h eget kunujenniñ : ha daveoù hoc'h eus da reiñ ? Ha gouzout a rit pelec'h/pegoulz/gant piv ez eus bet graet gant *fellasion e brezhoneg ? Ha sunañ pe chukañ a vez graet ? Ha n'eo ket "kalc'h ur gwaz" ur relavar ? Ha n'emaoc'h ket o vrezhonekaat ur ger gallek ? Ha doujañ da reolennoù Wikipedia a rit dre ar brezel-embann-se ? Ha ne gred ket deoc'h bout perc'henn war ar pennad ? --90.32.37.86 6 Du 2016 da 11:03 (UTC)Respont

Ar c'hunujenner o tamall ar re all, hervez e voazioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2016 da 11:08 (UTC)Respont

Wow! « Go fuck yourself! » (Dick Cheney, d'ur c'hazetenner) eo ar respont "dereat" nemetañ da gement a zizonestiz a-berzh Bianchi-Bihan, 'm eus aon ! --90.32.240.64 8 Ebr 2017 da 18:14 (UTC)Respont

Ar c'hunujenner o tispakañ e zoareoù, hervez e voazioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Ebr 2017 da 18:26 (UTC)Respont

▶ Poellek ha dereat eo arguzennoù 90.32.37.86, diboell ha dizereat eo re Bianchi-Bihan. Dav eo lakaat Chukadenn da anv ar pennad hag e reizhañ. Petra eo ali ar gumuniezh diwar-benn se ha hini ar verourion diwar-benn emzalc'h Bianchi-Bihan ? --2A01:CB08:890E:C600:710E:F21C:2886:9688 13 Mae 2022 da 09:46 (UTC)Respont

Pa n'eus dave ebet evit ar gerioù all betek-henn e tlefed ober gant an hini testeniekaet ar gwellañ (chukadenn). E-keñver emzalc'h Bianchi-Bihan, me gav din ne c'houlenner ket ober un dra bennak c'hwec'h vloaz war-lerc'h an darvoud, daoust ma c'haller derc'hel soñj anezhañ. Pal ar wiki n'eo ket brezeliñ met kenlabourat da wellat an traoù tamm-ha-tamm. Ha pa weler an niver dister a dud o labourat amañ (tro 20 d'ar muiañ, kalz anezhe oc'h ober disterachoù), me gav din e vefe frouezhusoc'h tremen hon amzer o kenlabourat evit o chakañ hor fri. Re a genlabourien vat hon eus kollet evel-se siwazh.--Kadwalan (kaozeal) 13 Mae 2022 da 10:19 (UTC)Respont
Komzoù fur ! Trugarez. 2A01:CB08:8BB7:F100:E87B:5955:4E4C:49E8 13 Mae 2022 da 10:48 (UTC)Respont

Distagadur

kemmañ

Un evezhiadenn a bouez (d'hor soñj) : biskoazh n'hor boa bet tro da glevout ar ger « fellasion », e brezhoneg da nebeutañ. (distaget [fɛˈla.sjɔ̃n]) pe [fɛ.laˈsiː.ɔ̃n]) 'ta ? N'ouzomp ket ! Sur a-walc'h ne vo ket [‘fεl :a’si :õn] gant div silabenn bouezmouezhiet (d'hor soñj adarre). A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:481B:9C01:3665:E7E3 13 Mae 2022 da 13:03 (UTC)Respont

Betek-henn, keit ha ma n'eus dave ebet eo un tamm evel komz eus seks an aelez --Kadwalan (kaozeal) 13 Mae 2022 da 13:27 (UTC)..Respont
Mat-tre ! :-). Koulskoude e vije fur diverkañ an distagadur, moarvat.--2A01:CB08:8BB7:F100:481B:9C01:3665:E7E3 13 Mae 2022 da 13:31 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Fellasion".