Kaozeal:Feur-emglev

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Llydawr

Gwall heñvel eo ar pennadoù Feur-emglev ha Feur-emglev etrebroadel. Daou bennad da unaniñ moarvat. Ha kenkoulz ober gant an anv berrañ. --Llydawr (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 21:52 (UTC)Respont

An hini a oa bet savet gantañ an daou bennad a wele ar c'hemm-mañ (ma fizier en etrewikioù): evitañ e oa "feur-emglev" evit Gl. convention, ha feur-emglev etrebroadel = Gl. traité. Met evit "convention" e vez graet gant "kendivizad" kentoc'h. Mat e vefe mirout "feur-emglev" evit "traité" hepken, ha lakaat an danvez da zegouezhout gant se (hag ober ur bajenn adkas eus "feur-emglev etrebroadel).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 C'hwe 2014 da 13:32 (UTC)Respont
Evel-se e welan an traoù ivez. Krog on da vodañ an daou bennad. Labour a chom. --Llydawr (kaozeal) 8 C'hwe 2014 da 18:20 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Feur-emglev".