Kaozeal:Frère Jacques
Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Prieladkozh
Ken aes eo an ton ken ez eo bet troet e brezhoneg : c'hoazh un arsenad a-berzh Bianchi-Bihan, pa ne oar ket diouzh an danvez.
- Ne c'haller ket "treiñ un ton" e brezhoneg, rak un heuliad notennoù sonerezh eo ton ur ganaouenn.
- Frère Jacques n'eo ket un ton aes : ur c'hanon kleier eo, peder mouezh dezhañ da nebeutañ, savet diwar kensonioù ha respontoù etre 1vet, 3vet ha 5vet ur c'hlotad er moz muiañ. War-lerc'h krouidigezh an ton gant ur soner donezonetoc'h a-galz eget "saver" ar pennadig-mañ ez eus bet lakaet pozioù warnañ.
Met kement-se zo dreist gouiziegezh Conducător ar Wikipedia brezhonek. Ale, biken ne zistroin, re vantrus eo. 90.32.159.97 17 Ebr 2015 da 19:53 (UTC)
- N'ouzon ket petra eo da arsenad, met sur on e konti dimp ur wech bennak dindan unan eus da 20 niverenn IP bennak all.
- Atav e vez tra pe dra da wellaat en ur pennad, ha kontañ a reomp holl warnout evit ober gant da uvelded voas.
- Gwir a larez: mesket eo bet ar gerioù ton ha son moarvat. Reizhet e vo. Trugarez eus da evezhiadennoù talvoudus, en dro-mañ. 86.214.174.15 17 Ebr 2015 da 20:45 (UTC)
"Ale, biken ne zistroin, re vantrus eo.", emezañ. Ma vije bet ganet e 1943 en dije kemeret perzh an hini a ra gant an IP 90.32.159.97 er film L'Éternel Retour hep mar ebet. Pebezh aktour ! :-)--Prieladkozh (kaozeal) 18 Ebr 2015 da 07:37 (UTC)