Kaozeal:Frañsez II (Breizh)
Hep mont da glask bremañ e larfen a-walc'h em eus soñj lenn udb diwar-benn se e Yezhadur Kervella ha ne ro ket c'hoant din kemm ma dibab kentañ.Bianchi-Bihan 26 Ebr 2006 da 06:40 (UTC)
n'eo ket dre ma vez skrivet "Frañsez II " eo e ranfer lâret dre ret "Frañsez Daou ", bez' e c'heller lenn ivez "Frañsez an Eil" ma'c'h eus c'hoant ivez, e saozneg da skwer e vez skrivet atav "Elizabeth II" met lâret e vez atav "Elizabeth the Second". Ue reolenn skrivadur an hini eo n'eo ken.--Neal 26 Ebr 2006 da 07:23 (UTC)
Doare-ober ar saozneg a c'hall bezañ dibabet e brezhoneg ma vez aesoc'h. Amañ n'eo ket, 'm eus aon. Koulz ober gant an Eilvet eta.Bernez Bernioù 26 Ebr 2006 da 13:13 (UTC)
A-du on gant Neal, hag ouzhpenn-se chom a ra ar bajenn Frañsez an Eil evel pajenn adkas. Evit ar re a vo o klask an holloueziadur e vo aesoc'h klask gant 'II' eget gant 'an eil' (pe 'an Eil' ?)--Paotr 26 Ebr 2006 da 13:48 (UTC)
(evit bernez) n'oûn ket hag-eñ eo peogwir ne deu ket sklaer ganin ar pezh a skrivan pe peogwir e vez treuzkomprenet, met n'em boa ket lâret e vefe mat (pe get) ober evel ma vez graet e saozneg. c'hoant am boa bet lâret kentoc'h e c'heller skrivañ en un doare resis hag ober dre gomz en un doare disheñvel (ne lârer ket, da skwer, Elizabeth bazh bazh nemet dre ma vez skrivet gant niveroù roman...).--Neal 26 Ebr 2006 da 14:05 (UTC)
- Erbediñ a rez lenn, erbediñ a rin skrivañ. Skrivañ ar pennad em lec'h. Aes e vez dont da gemm anv ur pennad? N'eus ken e sevel ivez. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2006 da 20:48 (UTC)
Frañsez an Eil
kemmañ(kaset da Vianchi-Bihan): Da skrivañ a ran ar wezh-mañ evel merour (kaste e vo un eilskrid d'ar verourion all). D'am soñj n'emañ ket sklaer evidout penaos ec'h a en-dro ar wikipedia , rak daoust ha m'emañ gwir e c'hell pep hini sevel ar pennadoù m'en deus c'hoant, pa sav un tabut wra ar pennad-mañ'r-pennad e vez klasket kaout un diskoulm dre en em glevout ar gumuniezh en he fezh kentoc'h evit ober dre c'hoantoù personel pep hini. marteze ne blij ket d'an holl, met evel-se emañ an traoù. Pa vez kemmet-adkemmet ur pennad hervez c'hoant tud disheñvel o savpoent e vez graet ur bezel outañ war ar wikipedia hag aze emañ ar verourion evit klask o diskoulmañ. d'am soñj ec'h eo gwell klask kaout un emglev a-raok mont da vrezeliñ. Betek-hen war an afer-mañ, pa seller ouzh ar gaozeadenn staget ouzh ar pennad, emañ e teu sklaer ec'h eus un den a sav a-du gant un titl resis (te) ha tri den all hag a sav a-du gant un titl all. Betek ma vo bet roet o ali war an afer-mañ tud all e adkasin ar pennad d'ar stumm ma sav a-du gantañ betek-hen an darn vrasañ a dud bet roet o ali war ar bajenn gaozeal. Damarezet e vo ar bajenn ivez ha lakaet ur menneg warnañ a divout an tabut. Ne vern gant piv e oa bet kroget ar pennad evel-just, daosut ma ma vefe diseven, anat dit, kas da benn seurt kemmoù hep ma kemerfe hi/eñ perzh er c'hoazeadennoù. Hag arabat mont da grediñ ivez e warezan ar pennad-mañ hervez ma c'hantoù terminologel-me, rak daosut hag emañ gwir em eus lâret e vefe gwell din implijout ar stumm "Frañsez II" dre skrid, n'em eus lâret mann ebet diwar-benn ar fed ma rankfer ovber gant ""Frañsez Daou" pe "Frañsez an Eil" dre gomz.--Neal 26 Ebr 2006 da 18:59 (UTC)
- Frañsez II pe Frañsez an Eil : an daou a c'heller degemer, da'm soñj, met unan a ranker dibab evit an til. Er skridoù brezhonek evel Buhezioù ar Sent e oa ar boaz da skrivañ ar pab Gregor VII (Buhez ar Sent Perrot, p. 334), Yann V, dug Breizh (p. 336) hag all. Ne dalvez ket ne c'heller ket lavarout Yann ar Pempvet... Marteze memes e rankfed erbediñ lenn an anvioù-se e-giz-se. Met un istor all eo. --Llydawr 26 Ebr 2006 da 20:12 (UTC)
- Sevel a ran a-du gant pezh o deus skrivet Llydawr ha Neal a fed stumm skrivañ ha doare kaozeal.
Ar stumm Frañsez II a gavan reizhoc'h pa skriver. --★C'hwil-du Siferniet★ 27 Ebr 2006 da 06:21 (UTC)