Kaozeal:Francisco de Zurbarán
Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Pelec'h eo testeniekaet "habaskaenn "? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gen 2014 da 07:04 (UTC)
- Geriadur Martial Ménard ; arveret eo bet c'hoazh er pennad Henri Matisse, hep evezhiadenn. Still life e saozneg ; ne 'm eus kavet "natur difiñv" neblec'h.
Sad Edgar (kaozeal) 14 Gen 2014 da 07:57 (UTC)
N'on ket evi ober gant ar ger-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gen 2014 da 09:58 (UTC)
- "Taolenn divuhez" zo bet implijet evit se e pennadoù all e Wikipedia (Mirdi Van Gogh da skouer). --Llydawr (kaozeal) 14 Gen 2014 da 11:26 (UTC)
Setu pezh a welan:
- ankounac’haenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement hag ankounac’haat
- fallaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha fallaat
- gwellaenn a zo un oberenn, hag a dalv kement ha gwellaat
- semplaenn a zo un oberenn, hag a dalv kement ha semplaat
- spanaenn a zo un oberenn, hag a dalv kement ha spanaat
- prenaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha prenañ
- kounaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha kounaat
- sklaeraenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha sklaeraat
- c’hoantaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha c’hoantaat
- skañvaenn, a zo un oberenn, hag a dalv kement ha skañvaat
Neuze, habaskaenn, a gomprenan evel un oberenn, hag a dalv kement hag habaskaat, gant se ne glot ket gant pezh a welan pa vezan dirak ur still life. "Taolenn divuhez" a gavan sklaer ha komprenus da vihanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Gen 2014 da 18:56 (UTC)
- Sklaer eo : habaskaenn = soulagement, adoucissement (Evezhiadennoù war c'heriadur brezhonek-gallek Roparz Hemon, Frañsez Kervella) (Linennoù dizanv)
Pezh a laren, neketa? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Ebr 2014 da 09:14 (UTC)