Kaozeal:Galaksienn ar Rod Karrigenn

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Rudlamot

Direizh eo treiñ Cartwheel Galaxy dre *Galaksienn ar Rod Karrigenn evit daou abeg :

  1. N'eus ket eus ar ger *Karrigenn e brezhoneg (Karrigell eo ar ger mat).
  2. N'eo ket testeniekaet an anv "Galaksienn ar Rod Karrigell" e brezhoneg, din da c'houzout bepred ; mard eus un daveenn ganeoc'h, ho pet ar vadelezh d'he menegiñ.

... Koulz chom neuze gant an anvioù skiantel hag etrebroadel PGC 2248 pe ESO 350-40. — Rudlamot (kaozeal) 2 Ebr 2016 da 19:49 (UTC)Respont

Demat deoc'h, War dTermOfis (OPaB) emañ an displegadenn emichañs :

HÉRALDIQUE
girouetté | gwiblennet | agv. (étudié)
roue (de chariot) | rod (karrigenn) | b. | rodoù (étudié)
roue de moulin | krufel | g. | krufelioù (étudié)
roue de Sainte-Catherine | katellrodenn | b. | katellrodennoù (étudié).--Prieladkozh (kaozeal) 3 Ebr 2016 da 06:48 (UTC)Respont

Ho saludiñ,
... Prederiañ a-raok skrivañ, fidamdoue ! Faziet on bet, a-dra-sur, p'emañ "karrigenn" koulz e geriadur Ménard (chariot) hag e hini Favereau ("karrigenn"), merzet ganin en eurioù bihan an noz tremen. Alies e kasan ur garrigell, met biskoazh n'on bet kaset gant ur garrigenn ! Digarez a c'houlennan digant Couiros22, hag ho trugarekaat a ran evit an enklask.
Met gwelloc'h e ve din PGC 2248 (evel er voest-kelaouiñ) hag ESO 350-40 bepred ; me'm befe lakaet PGC 2248 da ditl ar pennad, ha meneget "Galaksienn ar Rod Karrigenn" () er c'horf anezhañ. — Rudlamot (kaozeal) 3 Ebr 2016 da 07:27 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Galaksienn ar Rod Karrigenn".