Kaozeal:Gall-Ghaidhealaibh

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Council area zo bet troet rannvroioù tost bep tro. Mar deo gwelloc'h an anv saoznek , displegañ perak, mar plij. Bianchi-Bihan 2 Her 2010 da 09:44 (UTC)Respont

Tost bep tro n'eo ket an droienn a zere da'm soñj, pa'm boa kavet (goude 2 pe 3 bennad hepken), kontelezh (!), distrig ha rannvro (ur wech hepken ma ne fazian ket er pajennoù bet adwelet ganin dec'h). Graet em eus da c'hortoz gant ar gerioù lec'hel Council area/Comhairle (evel-se e vez graet e galleg da skouer; hag evel ma vez graet alies evit Alamagn gant Land da skouer). Un dra a zo sur avat, n'eo ket ar ger rannvro a zere, sur ha n'eo ket marteze, pa oa eus Region(s) betek nevez 'zo e Skos (gwelet amañ [1]).--Trec'hlid mitonet 2 Her 2010 da 12:01 (UTC)Respont
Kinnig a ran ober gant rannvro da c'hortoz ken na vo savet ur pennad pishoc'h war ar rannvroioù hervez ar pezh a ziskleriez ha dibabet ur ger all (distrig?) e brezhoneg. Bianchi-Bihan 2 Her 2010 da 17:14 (UTC)Respont
Ober gant rannvro evit council area? ober gant distrig evit region? ha gant petra 'vo graet evit district [2]? Pa c'hallje bezañ bezañ ken eeun ha poellek an diskoulm.--Trec'hlid mitonet 2 Her 2010 da 17:39 (UTC)Respont
Skuizhus eo an doareoù-se da respont bep tro: gra da ginnigoù-te d'an holl wikipedourien d'o studiañ, ha neb a gar a roio e ali. Bianchi-Bihan 2 Her 2010 da 17:44 (UTC)Respont
Sur out e lennez ar pezh a skrivan amañ? Ha gwelet eo bet ganit ar pajennoù am boa lakaet da liammoù? Gwell e vije bet din gwelet ac'hanout o reizhañ an traoù ac'hanout-te da-unan.--Trec'hlid mitonet 3 Her 2010 da 14:47 (UTC)Respont

Pa n'on ket den an diskoulmoù poellek e laoskan plijadur al labour gant ar boelleien. Bianchi-Bihan 3 Her 2010 da 17:42 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Gall-Ghaidhealaibh".