Kaozeal:George Everest

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Kemm broadelezh dindan 25 munutenn war div bajenn disheñvel

Kemm broadelezh dindan 25 munutenn war div bajenn disheñvel kemmañ

Da 08:19 eo saoz an den amañ hag eo chomet.
Da 08:45 eo kembreat er bajenn Menez Everest hervez an hevelep den : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Menez_Everest&type=revision&diff=1767582&oldid=1663686
Dispar an holloueziadur, labour sirius !--Maenruilh (kaozeal) 3 Gwe 2017 da 09:43 (UTC)Respont

Dit-te e tlefe bezañ echu o labour gant ar re all a-raok kregiñ?
Sell mat hag e teski ez a wikipedia en-dro gant kemmoù dizehan. Emberr, piv 'oar, e savi da gentañ pennad.
Da c'hortoz, primoc'h e vezez o klask abeg er re all eget o sevel pennad ebet. Labour aes.
Pa'z po savet ur pennad gant da anv e vo gwelet penaos e labourez : evit bremañ ne rez nemet pourmen e-kreiz ar parkeier difraostet gant tud all.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gwe 2017 da 09:48 (UTC)Respont

Evit an abeg-se moarvat peus skrivet ha lezet "Aktor mab Azeüs, a oa mab da Clymenus" e-pad 8 vloaz ?--Maenruilh (kaozeal) 3 Gwe 2017 da 10:08 (UTC)Respont

Emaout oc'h ensellout labour graet gant tud all e-pad 10 vloaz. Ne vefen ket souezhet e kavfes meur a si nag a fazi, amañ evel e wikioù all. Met ma lakaez da blijadur e-barzh ober tamalloù seul wech ma kavez un dra a seurt-se, ez peus kavet an tu da lakaat reuz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gwe 2017 da 10:15 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "George Everest".