Kaozeal:George Herbert (barzh)
Kaozeadenn
kemmañNe gredan ket eo Jord a oa e anv. Neuze, perak ober gant an anv-se? Ret e vije ober ivez gant Jord Orwell? Jord Sand? Herberzh Jord Wells?Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 07:56 (UTC)
- Ali e vefes eta da skrivañ an holl anvioù e-giz m'emaint e yezhoù all, anv badez hag all? Skrivet e vefe neuze Louis katorze e-lec'h Loeiz pevarzek (XIV)? Evidon da vezañ a-du da skrivañ anvioù brudet en o stumm klok evel er yezh orin (s.o. James Joyce), n'emaon ket a-du d'ober evel se gant ar pep brasañ eus an anvioù. 'Teus ket met sellet ouzh yezhoù all. Skrivet e vez an anvioù badez e yezh ar vro peurliesañ abalamour ma'z eo implij ur stumm estren un afer boaz (fall a-walc'h din-me) dreist-holl ha kavout a ran an dra-se reizh. N'eus ket anv ganin skrivañ Morvan Papon da skouer e-lec'h Maoris Papon! Sevel ur bajenn adkas a c'hallfes ober marteze?--193.51.20.88 14 Mez 2007 da 08:20 (UTC)
- A-du emaon gant Bianchi-Bihan war ar poent-mañ (evel ma 'm eus bet lavaret c'hoazh e lec'h all): ne welan abeg ebet evit brezhonekaat an anvioù bihan. Ha ret e vije ivez ober gant Paol Pikaso? Gwilherm Jakezper? Nann, evel-just. Ha penaos dibab etre Morvan Papoñ ha Maoris Papoñ ha war peseurt diazez "skiantel"? Setu greomp gant George Herbert. Ret vije sevel ur reolenn gant un nebeut nemedadennoù, evel Yann-Baol II, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 17:31 (UTC)
- A-du me ivez. --Neal (Kaozeal) 17 Mez 2007 da 17:33 (UTC)
- A-du emaon gant Bianchi-Bihan war ar poent-mañ (evel ma 'm eus bet lavaret c'hoazh e lec'h all): ne welan abeg ebet evit brezhonekaat an anvioù bihan. Ha ret e vije ivez ober gant Paol Pikaso? Gwilherm Jakezper? Nann, evel-just. Ha penaos dibab etre Morvan Papoñ ha Maoris Papoñ ha war peseurt diazez "skiantel"? Setu greomp gant George Herbert. Ret vije sevel ur reolenn gant un nebeut nemedadennoù, evel Yann-Baol II, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 17:31 (UTC)
- Adlennit war ho koar mar plij. Ma' peus lennet ar pezh am eus skrivet e welfec'h ne intentan ket treiñ an holl anvioù badez estren ha ne'm eus ket klasket biskoazh. Anavezout a reoc'h ivez ne'm eus ket lâret e oan goubezet da dreiñ Maoris gant Morvan. Gaou eo lavaret Benoni ha B.B. em bije disklêriet e oan ali da zisleberiñ an anvioù tiegezh. Lod eus an dud zo brudet gant o anv badez bihan estren evel Pablo pe James. Mat pell zo. sellet ouzh ar pennad James Joyce am eus skrivet. Ne gredan ket avat ez eo ar reolenn nag an implij a vez graet peurliesañ e brezhoneg nag er pep brasañ eus ar yezhoù all a implij ar stumm eus ar vro evit anv badez ar pep brasañ eus an dud ... 'P eus ket met sellet ouzh roll anvioù ar pennadoù e yezhoù all.
Kemeromp ur skouer brudet a-walc'h : az:İosif Vissarionoviç Stalin, bat-smg:Josif Stalin, bg:Йосиф Сталин, br:Jozef Stalin, bs:Josif Visarionovič Džugašvili Staljin, ca:Iósif Stalin, cs:Stalin, cy:Joseff Stalin, da:Josef Stalin, de:Josef Stalin, el:Ιωσήφ Στάλιν, en:Joseph Stalin, eo:Josif Stalin, es:Yosif Stalin, et:Jossif Stalin, eu:Josef Stalin, fi:Josif Stalin, fy:Stalin, ga:Iósaf Stailín, gd:Eòsaph Stalin, gl:Josef Stalin, hr:Josif Staljin, hu:Joszif Visszarionovics Sztálin, id:Josef Stalin, io:Yosif Stalin, it Josif , is:Jósef Stalín, ja:ヨシフ・スターリン, la:Iosephus Stalin, li:Jozef Stalin, lt:Josifas Stalinas, lv:Josifs Staļins, ms:Joseph Stalin, nl:Jozef Stalin, nn:Josef Stalin, Josef Stalin, Josef Stalin, Iosif Vissarionovici Stalin, Giuseppi Stalin, Josif Visarionovič Džugašvili Staljin, Josif Stalin, Josif Vissarionovič Stalin, Josip Visarijonovič Džugašvili, Josef Stalin, Josef Stalin, Iosif Stalin, Josef Stalin, Iosif Vissarionovich Stalin OUFFFFF!
hag evit Jord Iañ Bro-Saoz : ,ca:Jordi I del Regne Unit ,cy:Siôr I, brenin Prydain Fawr ,da:George 1. af Storbritannien ,de:Georg I. (Großbritannien) ,en:George I of Great Britain, es:Jorge I de Gran Bretaña,fi:Yrjö I (Iso-Britannia),,hu:I. György brit király, it:Giorgio I di Gran Bretagna, ka:ჯორჯ I ,la:Georgius I Britanniae Rex ,nl:George I van Groot-Brittannië ,nn:Georg I av Storbritannia ,no:Georg I av Storbritannia ,pl:Jerzy I Hanowerski ,pt:Jorge I da Grã-Bretanha ,sv:Georg I
Ne'm eus miret nemet an anvioù skrivet gant al lizherenneg latin evit mont buan. Daoust ha ne vez ket skrivet ar memes anv badez hervez reolennoù pep yezh? Me a gav din e vez graet ar memes tra e brezhoneg komzet. jord zo stumm brezhoneg an anv badez boutin saozneg (ha kement zo...) Georges. Ne viro ket ouzhin nag ouzh den da sevel ur pennad Georges Bush peogwir eo ar stumm ar muiañ implijet. Ma heulier ho soñj betek penn e vefe ret paouez a ober gant Yann-baol II ha Loeiz XIV ha boazañ ouzh Iohannus-Paulus ha Louis Katorz/quatorze?? Ha petra soñjal eus Kristol Goulm (ur roll anvioù brav e meur a yezh zo eno) ha Jakez karter? Komz a ra Benoni a reolennoù hag a nemedennoù. N'eus ket ezhomm. E-giz e yezhoù all e choazo ar gumuniezh diouzh ar boaz. --Kadwalan 17 Mez 2007 da 19:08 (UTC)
- D'am soñj ez eus, pe e oa, ur boaz istorel european er broioù kristen, ma'z eus anvioù-badez gant an dud. Chom a ra ar boaz-se en anvioù roueed ha pibien, dre ma teue eus ur stumm latin unvan, "hollvedel". Met kemm zo bet un tamm abaoe an Dispac'h en anvioù all. Gwelloc'h eo Lev Tolstoy eta eget fr:Léon Tolstoï, ha George Bush eget Georges Bush.
Met a-du ganit, ar boaz eo ar reolenn, nemet ne welan ket pelec'h emañ ar boaz gant Jakez II Stuart. Met evit ar rouaned-se, ne ran forzh: brezhonekaomp, evel er yezhoù all, gant Jaime ma karer. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 19:29 (UTC)
- N'am eus morse lavaret az poa c'hoant disliberiñ an anvioù familh, met diskouezh dañjer da sav-poent. Hag adlavar a ran: d'am soñj e vo ret sevel ur reolenn sklaer war an anvioù tud. Pa vez un hengoun war un anv brezhonekaet (anvioù roueed, anvioù pibien, un anvioù all), mat. Met ar reolenn a rankfe bezañ doujañ ar muiañ ar gwellañ ar furm. Hag en lavarout a ran evit ar re na ouezont ket: reolennoù a zo ivez evit treuzkrivañ an anvioù e skriturioù nan-latin: ar pinyin e sinaeg da skouer. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 20:04 (UTC)
- Sed am eus komprenet koulskoude. Hag ar pezh a lavaran zo disheñvel a-grenn. Setu ne hall ket degas an dañjer a lavarez!
- Perak e rankfemp eta derc'hel da stummoù estren an anvioù badez dre ret hervezoc'h? Pa ne vez ket ur boaz kreñv a laka ac'hanomp d'ober gant un anv en e STUMM estren ez eo kenkoulz implijout stumm brezhonek an anv. Perak e tlefemp ober en un doare disheñvel diouzh ar yezhoù all ? (ne gomzan ket eus anvioù estren da vat evel re Azia ha kement zo... N'ouzon ket perak eo savet ar gaoz war an dra-se.) Daoust ha graet e vo evel peizanted ar vro a zileze an anvioù brezhonek abalamour d'ober gant Louis pe Charles a glevent gant pennoù bras an diavaes ? Ma vije ket kroget bretoned un deiz bennak d'ober gant anvioù badez brezhonek evit komz eus tud a-bell vro ne vije ket bet tamm hengoun ebet evit envel pibien pe me 'oar me e brezhonek. Ha ne chomfe ket kalz anvioù brezhoneg 'm eus aon. Hag hiziv ez eo ar memes tra. --
Kadwalan 17 Mez 2007 da 22:38 (UTC)
- Met an holl yezhoù all a ra gant George Herbert! Sell:
- cy:George Herbert
- de:George Herbert
- en:George Herbert
- eo:George Herbert
- es:George Herbert
- fr:George Herbert (poète)
- it:George Herbert (poeta)
- ja:ジョージ・ハーバート
- nl:George Herbert
- pt:George Herbert
Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 22:43 (UTC)
- Hag un abeg mat a weles evit implijout dre ret stummoù anvioù estren kentoc'h evit ar stummoù brezhoneg pa vez anezhe? Ne soñj ket din e ve mat sevel un diviz reoliata war ar c'hraf-se. Hiroc'h e vefe roll an nemedennoù evit ar reolenn, forzh pehini e vefe.--Kadwalan 18 Mez 2007 da 08:44 (UTC)
- A-du ganit, n'eus ket ezhomm.
- D'ur mare zo bet e weled an traoù evel anvioù estren/anvioù ar vro (Breizh Izel kentoc'h). Hiriv e weler: pep hini e yezh, pep hini e anv. Echu eo mare fr:Christophe Columbus, Gallaoued zo a vez anvet Anthony Delon pe Christopher Anquetil. Kendalc'het e vo gant ar boazioù kozh, evit rouaned ha pibien ma karez, met ne vo ket eus Frañsez Rabelais, mar plij na Gwilherm Shakespeare. Evel en holl yezhoù. Ma rafemp, kompren e vije peadra d'ober al lu ac'hanomp. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 09:10 (UTC)
- Iskuz me met ne gomprenan ket re ar pezh a fell dit lavaret. Hervezout e vefe deuet ar mare da ober gant anv (an anv badez sur a-walc'h) orin an holl dud. Perak? Ha te gav dit e vez graet e galleg, e saozneg hag e yezhoù all? Adlenn ar skouerioù am eus roet mar plij ganit. Re all zo. Ne fell ket din peurvrezhonekaat ar bed evel a lavarez ha n'eo ket un hent-dall ober gant ar brezhoneg evit komz eus n'eus forzh petra, nag ober gant anvioù-badez brezhonek evit envel unan en deus un anv kevatal. --Kadwalan 18 Mez 2007 da 10:17 (UTC)
Trist
kemmañ- Trist eo: prest e oan da dreiñ Yann Gwrizienn. Un adkas?
- N'eo ket Maoris e oa Papon, gouzout a-walc'h a rez.
- A-du gant un erbedadenn, savet a-stroll, a-enep ur reolenn. Reolenn ar c'henemglev, ar reolenn nemeti a dalvez. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:42 (UTC)
Adenvel Jord Herbert
kemmañTrugarez da votiñ a-is evit adenvel ar pennad.
- Evit votiñ e vefe ret kavout ur prantad breutaerezh hag ur prantad mouezhiañ n'int ket termenet betek-henn. Ouzhpenn-se e vefe ret mouezhiañ en davarn da'm soñj pe brudañ an dra eno. Piv a deuio da sellet ouzh ar bajenn-mañ mod all? --Kadwalan 17 Mez 2007 da 22:38 (UTC)
- E gwirionez, an diskoulm a zo sevel ur c'hendiviz reoliatañ. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 22:45 (UTC)
- An diskoulm a zo kaozeal, ha kendrec'hiñ hon c'henseurt emañ war un hent dall, evel a oar a-walc'h. N'eo ket un dizenor anavezout n'haller ket peurvrezhonekaat ar bed. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 09:19 (UTC)
- Ar vot a servij ur wech m'eo bet lakaet sklaer alioù pep hini. Amañ ez eo graet. Sklaer eo ali Kadwalan, sklaer eo ali Bianchi-Bihan, sklaer eo ali Neal, sklaer eo ma ali... An doare habaskoc'h evit dont maez eus un diviz o vont war zu ar randonerezh eo ar vot. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 09:57 (UTC)
Din-me n'eo ket kalz sklaer an abeg(où) az peus evit mont a-enep ober gant anvioù brezhoneg diouzh tro. N'eus displegadenn ebet nemet gant Bianchi Bihan e vefe ha reiñ a ra BB e soñj kentoc'h evit arguzennoù hep kaout c'hoant da feukañ den ebet.--Kadwalan 18 Mez 2007 da 11:03 (UTC)
- Evidon kennebeut n'eo ket sklaer da abegoù... Ma ali a zo, evel ma 'm eus laret c'hoazh, e ranker doujañ da furm orin an anvioù, nemet pa zo un hengoun sklaer e brezhoneg war un anv e brezhoneg (anvioù ar roueed, ar pibien, un nebeut anvioù all marteze evel Kristol Goulm, ha c'hoazh?). Met listenn ma nemedennoù na vije ket hir tamm ebet. Dre vras ez on a-du ober ar muiañ posubl gant an anv orin, zoken pa zo un hengoun fall e brezhoneg (alies diwar ar galleg): sk. Timour Lang, ha pas Tamerlan da skouer. Sed eo ar reolenn a heuilhan pa savan pennadoù war ar faraoned da skouer (C'houfou ha pas Kheops). Evit an anvioù a vremañ e vije ret ober ar memestra. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 11:13 (UTC)
Jord Herbert
kemmañJorj Herbert
kemmañGeorge Herbert
kemmañEnep an doare-ober. Discuss, don't vote.
kemmañ- Hervez diazez ar wikipedia, ne voter ket evit ar pennadoù: kenemglev, netra ken. Kenemglev a vez dre gaozeal. Ur frapad zo emañ ar pennad evel-se, petra 'vern ma chom miz c'hoazh? Lakaomp tud all da lavarout o ali. N'on ket a-du gant an titl dibabet, met nac'h a ran votiñ, hag a rin seul wech ma troio an traoù evel-se.
- N'eus ket da zegas amañ doareoù-ober implijet e strolladoù politikel zo, gant aon o dije amañ ar memes efedoù. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 20:34 (UTC)
- N'on ket souezhet na votfes ket... Met an doare wellañ da ziskoulmañ ar gudenn eo, daoust d'ar pezh a lavarez. Pa m'o amzer e savin ur c'hendiviz reoliata war ar gudenn-se, evel-se e vo sklaeroc'h. Met evit poent, kenkoulz dirouestlañ ur gudenn resis en doare demokratelañ posubl. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 20:39 (UTC)