Kaozeal:Gorre Egipt

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Llydawr
  • Diezhomm a-walc'h e kavan ar frazenn "Daoust d'ar pezh a c'hallfed soñjal...". Reizh eo e talvezfe Gorre Egipt da envel al lodenn uhelañ eus ar vro. Evel-se e vez implijet ar ger gorre e brezhoneg : gorre ar barrez (e Plougastell, Loperc'hed, Hañveg, Poullaouen ha meur a lec'h all c'hoazh), Gorre Leon... Ne zispleger ket war ar Wiki gallek "Daoust d'ar pezh a c'hallfed soñjal, ne dalvez ket Haut-Rhin evit an takad zo en hanternoz Elzas". N'eus evezhiadenn ebet a-seurt-se kennebeut evit Oberbayern war ar Wiki alamanek... --Llydawr 7 Meu 2006 da 22:33 (UTC)Respont
Perak ket met ne gaven ket didalvoud ar meneg memes tra rak e brezhoneg e tave "gorre" kentoc'h da reter ar vro pe ur gumun bennak ha neket d'an hanternoz, nebeutoc'h c'hoazh d'ar su. --Fulup 7 Meu 2006 da 22:45 (UTC)Respont
  • E meur a gumun eus Bro-Leon ez eneber an Arvor hag ar Gorre, evel m'eo meneget e Douaroniez Breizh, gant Per Flatres, p. 106. Ar Gorre-se a zo uheloc'h ha, diouzh ar gumun, er reter pe er su (pa vez ar mor en hanternoz). --Llydawr 13 Meu 2006 da 22:30 (UTC)Respont
N'on ket sur e vefe uheloc'h Gorre Leon eget Goueled Leon koulskoude. N'eo ket strikt avat. Tenn ar frazenn ma'z out direnket ganti. Ne ran ket kalz a van e gwirionez. --Fulup 13 Meu 2006 da 22:39 (UTC)Respont
  • Just a-walc'h ! E Bro-Leon e soñj kalz brezhonegerien ez eo Gorre Leon al lodenn eus ar vro a zo eus tu Menez Are, al lodenn uhelañ eus ar vro. Ploueskad evito a zo en Arvor, ha Sizun e Gorre Leon. Tennet em eus ar frazenn gentañ, a oa un droidigezh diwar an destenn c'hallek, ha ne zegase ket kalz a dra.--Llydawr 12 Mae 2006 da 21:16 (UTC)Respont

E levr istor-douaroniezh TES (6vet klas) e rer gant Ejipt Uhel hag Ejipt Izel.--Llydawr 12 Mae 2006 da 21:18 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Gorre Egipt".