Kaozeal:Gouriziad Kuiper
Gouriziad Kuiper nevez-adkaset da Gourizad Kuiper hep tamm displegadur ebet a-berzh ar c'hemmer (daoust ma'z eus ur plas a-ratozh-kaer evit se pa cheñcher anv ur pennad). Koulskoude eo koulz -où ha -ioù liester "gouriz" evel ma tiskouez Geriadur an Here ha Geriadur Istorel ar Brezhoneg. Evel ma vez lavaret loaiad pa'z eo loaioù liester loa, e oa reizh-kaer Gouriziad Kuiper. Perak mont da cheñch eta ar pezh a oa reizh?--Trec'hlid mitonet 28 Ebr 2011 da 09:58 (UTC)
- N'eo ket ret bezañ ken tagnous: gourizoù, gourizad e Geriadur Hemon-Huon. Bianchi-Bihan 8 Mae 2011 da 16:59 (UTC)