Kaozeal:Gourtanvenez

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ma vije bet ur brezhoneger e-touez ma gourdadoù, pe ma vefe unan e-touez ma gourvibien, prest d'ober gant ar ger-se, e vije bet, pe e vefe, gant gourdanvenez, sur ha n'eo ket marteze, ha gant ur c'hemmadur e-barzh, hervez reolennoù ar yezh. Bianchi-Bihan 11 Gwe 2008 da 18:01 (UTC)Respont

Ya, ne oan ket sur ez afe ar c'hemmdur dre blot, met d'eus un tu ez eus gourdad, gourdrouz ha gourc'hemenn ha d'eus un tu all ez eus gourdezioù, gourdourañ, gourdienn, gourmarc'had. Ur c'hemmadur all a zo gant gourfenn hag ar memes hini a zo gant gourzaoliñ (Favereau). Marteze e vije reizh ober gant gourzanvenez. Ne gavan ket mat ober gant menez-tan kreñv spontus evel m'en deus graet Paol ar Meur e-barzh ar gelaouenn Bremañ. Piv oar? --Ch. Rogel 28 Gwe 2008 da 16:58 (UTC)Respont

Ne garfen ket feukiñ den, met pa ne vezan ket sur, ha p'am bez c'hoant da c'houzout, e sellan e-barzh ur geriadur, hag e c'houlennan alioù tud all. Kavout a ra din eo trawalc'h skouer gourdadoù evit ober un dibab fur. A galon. Bianchi-Bihan 28 Gwe 2008 da 17:47 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Gourtanvenez".