Kaozeal:Gregach
D'am soñj e ranker sevel ur pennad gregach, p'emañ ar ger e brezhoneg.Bianchi-Bihan 7 Eos 2006 da 23:07 (UTC)
ne vez ket savet pajennoù disheñvel bewech ma vet stummoù disheñvel e brezhoneg. ne vez ket krouet, da skouer, pennadoù "urzhiater", "kompoder", "stlennater", "ordinateur" ha me 'oar me. bez ez eus ur penand gresianeg dija - aezet eo ouzhpennañ an termen "gregach" e korf ar pennad-se ha sevel un adkas. evel-se e c'hell pep hini implijout ar stumm ma kav gwellañ er penadoù savet gantañ/i. ouzhpenn-se, ar pezh a c'heller lenn erkorf ar pennad "gregach" n'eo ket dereat evit un hollouiziadur, met kentoc'h evit ur geriadur. setu perak eo bet tennet kuit ar pennad-mañ hag enteuzet gant ar pennad gresianeg. adlec'hiet eo bet ivez an destenn hag adlakaetw ar ar bajenn kaozeal stag ouzh ar pennad-se.--Merour (N) 11 Du 2006 da 11:56 (UTC)
Diverkañ pennadoù doubl
kemmañTennet diwar: Wikipedia:Pajennoù da nullañ "Meur a abeg a c'hall bezañ a-benn ma vo nullet ur pennad :
- pajennoù doubl (div bajenn dezho titloù disheñvel evit an hevelep tra)"
--Neal 28 Du 2006 da 19:02 (UTC)
Peogwir e kred dit eo memes tra gregach ha gresianeg, evel ma krede dit, 'm eus aon, e oa "fille" ar ger merc'h ha netra ken. Ne vije ket fall kaozeal ha kompren a-raok c'hoari gant ar vouc'hal. Krediñ a c'hallfemp eo pal ar merour c'hoari gant reolennoù evit mirout ouzh sevel pennadoù (a vez savet enep dezhañ, emezañ!). Da vihanañ e vije ret lezel anezho pell a-walc'h ha kemer amzer a-raok kondaoniñ anezho d'ar marv: poliser, barner ha bourev war un dro, re evit ar memes den. Bianchi-Bihan 30 Du 2006 da 07:10 (UTC)
Sevel, diskar, hag adsevel, Plijadur Wikipedel=
kemmañAdsavet ar pennadgregach gant ur merour (goude un tamm tremen dre gregaj), pa oa bet distrujet ("nullet" a zo skrivet) gant ur merour all e 2006. Goulenn a ran ma vo adsavet istor ar pennad abaoe ma oa bet boulc'het ganin e 2006. Bianchi-Bihan 23 Eos 2007 da 11:25 (UTC)