Kaozeal:Guy Étienne
Oc'h aozañ e vezer. Gortozit un tamm a-raok adlenn. GK
Labour kempenn
kemmañ- Hogos dilennus e oa ar pennad-se : brizhvrezhonek e oa, klasket em eus sklaeraat an traoù.
- Blaz enep-SADED a oa ganti, lamet em eus an daouaskoù a hañvale lakaat arvar war labour Guy Étienne e-unan, a zo danvez ar pennad koulskoude.
- Amresis-spontus e chom ar pennad, hep daveennoù, evel ma vije bet savet diwar eñvorennoù kozh.
- Daveennoù a vank en oberennoù (ISBN)
Labour zo evit lakaat ar pennad-se a-live gant un holloueziadur sirius ; kroget em eus e-barzh...
T42N24T (kaozeal) 30 Du 2012 da 20:11 (UTC)
Titl ar pennad
kemmañAbaoe pell ne ra ket ken Guy Étienne gant al lesanv "Abanna" evit e levrioù. Ned eus forzh penaos biskoazh ne reas kalz a arver eus al lesnav-se. Da'm soñj, evit titl ur pennad a-zivout un den e ranker chom gant e anv ha dreist-holl pa vez arveret muioc'h eget un anv arall. Ouzhpenn-se, ned eus ket a levr pe a bennad sinet "Guy Étienne Abanna" digantañ.--Fabrig Coupechoux (kaozeal) 26 Gwe 2013 da 14:14 (UTC)
Vandalerezh
kemmañUn den en deus klasket distrujañ an holl-gemmoù zo bet ned eus ket pell 'zo, dindan an niverenn IP 2.13.106.37.--Fabrig Coupechoux (kaozeal) 14 Her 2013 da 10:29 (UTC)
- An IP-se en deus cheñchet traoù ivez er pennad gallek diwar e benn: fr:Guy Étienne.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Her 2013 da 10:43 (UTC)
- Marteze, unan enebet ouzh labour hep-e-bar Guy Étienne. Gwelet e vo. Ma tistro an IP-se evit ober vandalerezh adarre e vo dav gwareziñ ar bajenn, a dra sur.--Fabrig Coupechoux (kaozeal) 14 Her 2013 da 10:51 (UTC)
Anv skouer an oberourien vrezhonek (hag ur re nebeud all)
kemmañSeblantout a rae din e oa reolenn ar WP br impli anv brezhonekaet an oberourien, an anv a vez(e) implijet ganto pe en anv a vez implijet er c'helaouennoù hagel levrioù war al lennegezh. Atav em eus lennet Gi Étienne. Perak eo bet chañchet ma adkas ? Un bern pajennoù e vije da adenvel…
Setu ar vandalerezh adarre..."Sant Kareg" eo anv brezhonek "Saint-Carreuc". Ha hogozik an holl-draoù a vez kavet war ar bajenn-mañ zo titouroù publik a-zivout un den brudet, gant daveennoù resis hag a c'haller gwiriekaat aes. --Fabrig Coupechoux (kaozeal) 14 Her 2013 da 12:11 (UTC)