Kaozeal:Gwenael Dage

Evezhiadenn diwezhañ: 3 bloaz zo gant Bianchi-Bihan

? Perak menegiñ Mojennoù hud - Elouan et les korrigans, Beluga, 2016 ... e-touez troidigezhioù e brezhoneg ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Mez 2019 da 18:41 (UTC)Respont

  • Trugarez, n'em boa ket gwelet. Lakaet em eus an titl brezhonek: "Elouan hag ar Gorriganed". Diwar vont, ar C'horriganed an hini eo a vez lavaret, sañset. 92.135.66.159
    • Estreget Gwenael Dage a ra ar c'hemmadur iskis-se: "Ar gornandoned ne oant ket brasoc'h eget ur rahouenn", Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, p. 111. 2.14.182.234
"Iskis" n'eo ket. An daou stumm a gaver. Er ganaouenn "An hent koz" gant Kerlann e lenner : "Epad sioulder boemus an noz / Pa lugern al loar arc'hantet / E koroll ar gornandoned / War yeot kinviek an hent koz". E-barzh "Gwinizh Hepken", gant M. Abgrall, e lenner : "Aon am eus na ve aet meur a hini anezho [=eus va deñved] gant ar gornandoned". E-barzh "Pirc'hirin Kala-Goañv", gant Abeozen, e lenner "peus ket c'hoant da sevel en noz-mañ da welout hag e teuio ar gorriganed da zañsal war mouded al leur ?". --Llydawr (kaozeal) 9 Mez 2019 da 19:58 (UTC)Respont
"da welout hag e teuio" Iskis da vat. 2.14.175.163

E-lec'h kavout iskis da vat, displeg eta dre ar munud pelec'h e welez un dra iskis. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2021 da 15:42 (UTC)Respont

da welout ha dont a raio pe da welout hag-eñ e teuio.--109.218.129.33 24 Gen 2021 da 16:03 (UTC)Respont
N'ouzon ket piv zo o respont, met respont an den iskis da vat am boa c'hoant da gaout. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2021 da 16:15 (UTC)Respont
Marv eo Abeozen. 90.32.227.195 24 Gen 2021 da 16:21 (UTC)Respont

Neuze ne oa ket eñ? Ul Leonad all marteze, Ronan? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2021 da 16:35 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Gwenael Dage".