Kaozeal:Gwezenn-orañjez

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Neptuegezh

Iskis eo stumm ar frazenn da-heul : « An orañjezenn , pe gwezenn-orañjez, Citrus sinensis hec'h anv skiantel, zo ur spesad gwezenn hag a zoug frouezh eus ar c'herentiad Rutaceae hag a vez gounezet peurvuiañ en orañjezegi. »--2A01:CB08:8BB7:F100:4527:B753:308D:3395 19 C'hwe 2022 da 11:14 (UTC)Respont

Roazhoneg Bianchi-Bihan/Mark Kerrain. Ar wezenn zo eus ar c'herentiad Rutaceae, n'eo ket ar frouezhenn ; ar wezenn ivez a blanter en ur "orañjezeg". Met arabat reizhañ, distroet e vo d'ar stumm fazius ha tamallet e vo dit boulc'hañ ur "brezel-embann". 2A01:CB08:890E:C600:A94A:B72F:F89B:C0D6 19 C'hwe 2022 da 11:27 (UTC)Respont
Dispar e kavan da zoare da gas un dagadenn ad hominem a-raok komz eus ar pennad, met "le style c'est l'homme'".
An traoù "iskis" zo graet evit bezañ gwellaet, e pep wikipedia, met n'on ket eus Egineg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2022 da 12:40 (UTC)Respont

Chom a ra digomprenus ar frazenn « An orañjezenn , pe gwezenn-orañjez, Citrus sinensis hec'h anv skiantel, zo ur spesad gwez hag a zoug frouezh eus ar genad citrus hag ar c'herentiad Rutaceae hag a vez plantet en orañjezegi da c'hounit frouezh anvet orañjez. » siwazh.--2A01:CB08:8BB7:F100:4527:B753:308D:3395 19 C'hwe 2022 da 12:51 (UTC)Respont

Daou zen barrek oc'h, skiantourien veur ha brezhonegerien eus an dibab, neuze ne vo ket diaes deoc'h ober kant gwech gwelloc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2022 da 12:56 (UTC)Respont
N'eo ket ret bezañ barrek, skiantourien veur ha brezhonegerien eus an dibab evit gwelout ez eo digomprenus penn-da-benn 'pezh 'peus skrivet.--2A01:CB08:8BB7:F100:4527:B753:308D:3395 19 C'hwe 2022 da 13:05 (UTC)Respont
Seul aesoc'h dit eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2022 da 13:09 (UTC)Respont

Neptuegezh

kemmañ

ar Saozon hag ar C'hallaoued a gredas dezho e oa ur ger-mell dirak an anv, alese an orange hag une orange ; eus ar stumm gallek fazius-se e teu ar brezhoneg orañjez. Posubl e vefe, ma n'eo ket goulenn re digant hon IPoù, neptuekaat seurt frazennoù enepholloueziadurel? Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 C'hwe 2022 da 09:18 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Gwezenn-orañjez".