Kaozeal:Halifax (disheñvelout)
Ma n'eus pennad ebet gant an titl Halifax hepmuiken, e vefe kenkoulz reiñ an anv eeun-se d'ar bajenn disheñvelout, evel ma reer en darn vrasañ eus ar Wikipediaoù all (cy:Halifax, de:Halifax, en:Halifax, eo:Halifax, es:Halifax, fi:Halifax, fr:Halifax...). --Llydawr 6 Kzu 2011 da 12:50 (UTC)
- Ne gav ket din eo ur soñj mat. Da gentañ ez eus wikioù all hag a ra: bg:Халифакс (пояснение); ca:Halifax (desambiguació); ja:ハリファックス (曖昧さ回避), pl:Halifax (ujednoznacznienie), pt:Halifax (desambiguação), ru:Галифакс (значения). Da eil, koulz eo kaout un doare reizhiadek, ha klozañ ar muiañ ar gwellañ ar pajennoù disheñvelout dindan an tog "disheñvelout" e-lec'h en em soñjal bepred hag-eñ eo dav sevel ur bajenn disheñvelout pe get, ha kouezhañ kostez tro-pe-dro ha degas rouestl bep tro neuze. Abred pe ziwezhat e vo kavet peseurt pennad lakaat da bennad pennañ (da c'hortoz e c'haller sevel ur pennad "(Halifax)" da skouer hag a gasfe d'ar bajenn disheñvelout).--Trec'hlid mitonet 6 Kzu 2011 da 14:41 (UTC)
- A-du gant Llydawr en dro-mañ ha setu perak...
Fall e kavan kemer evel reolenn mont da-heul ar wikioù all: dizalc'h omp. N'eo ket evit se n'eus ket da welout penaos e reont evel-just. Kalz gwelloc'h e kavan chom hep dibab ur pennad pennañ, evel-se
- n'eus ket d'en em c'houlenn, ha gounezet e vez amzer,
- ne reer fazi ebet, un dra a-bouez en un holloueziadur,
- ne vez ket tabut ken da c'houzout petra dibab na da biv da zibab,
- ha neuze ne vez gwelet ket Kadwalan o tont da implij e vinvioù galloud evel er mizioù tremen, da lakaat e reolenn da ren.
Bianchi-Bihan 6 Kzu 2011 da 14:52 (UTC)
- Ar c'hemm-mañ ne zalc'h ket kont eus alioù ar brasañ niver er bajenn-gaozeal: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AHalifax_%28dishe%C3%B1velout%29&action=historysubmit&diff=1160982&oldid=1157618 Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2012 da 03:20 (UTC)
Er wikipediaoù ma reer gant ar ger disheñvelout en titl (evel ca:Halifax (desambiguació)) ez eus ur pennad dindan an titl Halifax hepmuiken (diwar-benn ar gêr eus Kanada). Er Wikipedia brezhonek n'eus ket. Setu perak eo kenkoulz dimp implijout an titl eeun Halifax evit ar bajenn disheñvelout, evel ma reer er Wikipediaoù gallek pe saoznek. --Llydawr 8 C'hwe 2012 da 12:23 (UTC)
- Un diviz war ur poent hollek eo (implijout ar meneg "(disheñvelout)" pe get) eo. Un diviz graet diwar ali 3 den hepken n'eo ket un diviz. Gouzout a reer ez eo gwall nec'het ar WPoù bras evit en em dennañ eus al luziatez-se (an diviz-mañ a zo bet er WP brezhonek c'hoazh; mat 'vefe adkavout pelec'h). An ali diwezhañ a dremen hebiou ar pezh am boa lavaret uheloc'h (Abred pe ziwezhat e vo kavet peseurt pennad lakaat da bennad pennañ), anez ober anv eus an ali all savet nemet evit enebiñ ouzh un implijer/merour resis.--Trec'hlid mitonet 8 C'hwe 2012 da 12:56 (UTC)
- Un diviz graet diwar ali 3 den hepken n'eo ket un diviz? Gast! Gwelet em eus disentezioù all e pennadoù all kemeret gant ur merour ha savet diwar un ali hepken, e hini, ha 'm eus aon eo un tammig ar memes tra adarre. Koulskoude, diwar an tri ali, roet gant tri c'hendivizer (n'eo ket fall a gavan) e oa daou a-du. Neuze eo reolenn ar brasañ niver a zegouezh. Petra 'ri? N'omp ket niverus o labourat war-dro ar pajennoù-se, ha nebeutoc'h c'hoazh gant skiant-prenet, ha prenet a-hed ar bloavezhioù. Ha graet e vez an eost gant an dud a vez.
- anez ober anv eus an ali all savet nemet evit enebiñ ouzh un implijer/merour resis: kement-se n'eo nemet un dagadenn bersonel. Me 'wel un ali arguzennet, ken talvoudus hag ar re all, gant 4 abeg roet. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2012 da 14:53 (UTC)
Un diviz war ur poent hollek ? Er Wikipedia brezhonek, evel er wikipediaoù all, e reer gant daou zoare titloù evit envel ar pajennoù disheñvelout : doare Kemper (disheñvelout) ha doare Kongo. Kenkoulz ober amañ gant doare Kongo. --Llydawr 8 C'hwe 2012 da 16:13 (UTC)
- Gwir, ha ret mat e vez ober gant an daou a-wechoù. Nemet lod a garfe ober muiañ ma c'hallont, goude ma n'eus ket ezhomm, ha lod all nebeutañ ma c'hallont. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2012 da 16:42 (UTC)
- Mat e kavan kinnig "Llydawr". Abalan (kaozeal) 15 Meu 2012 da 15:54 (UTC)
- Gwir, ha ret mat e vez ober gant an daou a-wechoù. Nemet lod a garfe ober muiañ ma c'hallont, goude ma n'eus ket ezhomm, ha lod all nebeutañ ma c'hallont. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2012 da 16:42 (UTC)