n'eo gavan ket gwall reizh ho toare ober evit sevel ar pennadoù, anat deoc'h (e-keñver an doare yezh), ha sur mat ne gavit ket reizh ma hini ivez, e fell din lâret ez un dra vat pezh a rit, da lâret eo sevel pennadoù nevez hervez ar pezh a zo bet chomet war ar stern gant ar pajennoù all kentoc'h evit mont da 'reizhañ' pennadoù ar re all. diouzh ma ferzh, am eus dibabet doujañ en un daore rik d'ar pajennoù bet savet gant ar re all hag evel-just, en ur gaoust si e vo graet heñvel din-me. evel-se e vo savet muic'h-mui a bajennoù a bep seurt kentoc'h evit kaout tri pe bevar fennadig e meur a doare-skrivañ disheñvel. Neal

sot eo ober gant 'inuited' rak liester eo dija ar ger-mañ - inuk eo ar stumm liester (kv. talib > taliban). mar fell dit ober gant ar stummoù genedik eo ret o anaout da gentañ a-raok mont do zreiñ war-eun diwar yezhoù all (e c'hell kaout fazioù en enne...) Neal


klaskit "les inuit" gant Google : c'hwi gavo 16 900 pajenn. "les inuits" ? 36 000 ! sod n'eo ked. Aessaad an traou n'eo ked sod james.
un skwer all : a-raog en galleg e oad sañset lâred "un solo > des soli", bremañ e vez degemeret kenkouls "un solo > des solos"... CTanguy 20:29, 4 May 2005 (UTC)


setu just ar pezh 'moa lâret - arabat mont da grediñ forzh petra (n'eo ket un doue ar google). evit aesaat an traooù e vefe gwelloc'h ober gant 'eskimo' hag 'eskimoed' - ouzhpenn se eo se e vez lâret gant an dud (evit ar re a douj atav d'ar yezh ar bobl...). ne ran ket foutre kaer gant ar pezh a voe pe emañ pe e vo graet e galleg nmet e vefe evit keñveriañ gant traoù all: e saozneg, da skwer e reer c'hoazh gant formula - formulae, medium - media, datum - data, h.a. savet eo bet ar yezhoù-se dija ha n'eus ket a dra a c'helelr ober evit o cheñch - o vezañ krouet c'hoazh eo kod uhel ar brezhong - plij be na plij ket. marteze e vefe mat dit mont da adlenn ar pennadoù diwar-benn ar yezh abstand hag ar yezhoù ausbau... ma teus c'hoant goût hiroc'h diwar-benn ar google ha perrak ne rankffer fiziout en ennañ evit traoù a denn d'ar yezhoù e c'helles teurel ur sell war ar 'language log' (savet gant yezhourion a-vicher). neal

un doare all da aesaat ha da reishatt ar traouù e teufe diwar obr gant 'inuk' (unander) hag inuked (liester) en ur lakaat 'inuit' (ha n'eo ket inuited etre kromelloù. n'eus forzh penaso, e c'hellfer ouzhpennañ un notennig me gav din evit displegañ kement-mañ en ur pennad a denn just a-walc'h d'ar bobl-se... implijet e vez war ar wikipedia e brezhoneg ar ger 'inuktitut' evit yezh an inuit hag a zo anezhña ar stumm ginidik - uur pennad zo dija diwar-benn ar yezh se ha n'eo ket unan bet savet ganin. evit aesaat ha reishaat an traoù e vefe mat dit skrivañ d'an hini en doa savet ar pennad-se da lâret dezhañ e vefe gwelloc'h ober gant 'inuiteg' n'eo ket ta - da gompren a rit sur-mat rak unan a sav pennadoù e yezh ar bobl an hini eo ivez. neal (c'hoazh hag adarre)

66% deus ar gallegerien a ra gant "un inuit > des inuits"

opala! me gave din e oa diwar-benn ar brezhoneg e oa e oamp o kaozeal... ha pa vez gwir eo eo (c'hoazh) ar vrezhonegerion (pe kentoc'h a vretoneg) ivez gallegerion (hag galloaued dre lezenn) ne dalv ket kement-mañ e vefe kevatal ar brezhoneg d'ar galleg. ne ouien ket e oa ret doujañ da pourçañtachow (plij ra dit?!) ar galleg evit dibba gant peseurt gerioù ober e brezhoneg. ne ra forzh, evidon-me eo an inuit a oar penaos ober dioute o-unan.... Neal 18:37, 6 May 2005 (UTC)


gourel pe benel (gwregel) eo ar ger 'brezel' e brezhoneg? 100% deus ar gallegerien a ra gant 'la guerre'... benel neuze! Neal 18:38, 6 May 2005 (UTC)


an darn vrasañ eus ar saozon a gave dezhe e'n em gave an inizi-malvinez tal-kichen bro-skos da dibenn ar brezel gant arc'hantina

an darn vrasañ eus re yaouank SUA a gave dezhe eo norvej anv penngêr sveden

an darn vrasañ eus an dud o doa votet en orange e 1995 e a gave dezhe ez eo gwir ar pezh a lâr le pen (me, n'on ket gwall usr e vefe ken gwir all kement-se, m'enfin...)

an darn vrasañ eus ar c'hallegerion a gave dezhe ez eo un trefoedach plouk ha didalvez ar brezhoneg

ha dal 'ta! an darn vrasañ eus ar saozon a gave dezhe ez eo faos ar pezh a gav dezhe ez eo gwir da darn vrasañ ar c'hallaoued (ne c'hell ket bezañ gwir ha gaou war un dro...)

ha ma 'eus c'hoant kaout ur skwer o tennañ da'r pezh a lâr lod (ar darn vrasañ) eus ar gallegerion: eviti ez eo la galicie anv al lec'h m'emaon o vevañ ennañ e stad-spagn. ha koulskoude ez eo faos adarre - 'la galice' an hini eo, rak e pologn emañ 'la galicie'

neuze: 1) da belec'h ez ez da besketañ seurt sifroù ken resis-all (ha petra a dalv gallegerion - re ar frañs, re vro-velg pe kanada...) ha 2) dreist-holl ne vern pezh a gav d'an darn vrasañ eus an dud (pe vefe 51% pe 100%) ma'z eo faos, rak faos e chomo atav en deped dezhe. 3. ken faos all ez eo neuze e vefe inuited liester inuit e brezhoneg (pe e galleg, pe e saoznege, ne ra forzh...) Neal 19:21, 6 May 2005 (UTC)

Ur linguist a studi penaos e koms an dud. Hag ar vrezhonegerion, a-viskoazh, ou-deus heuliet ar galleg. (Pass ewid gerioù evel "bresel", evel-just ! ewid gerioù newez.) Setu perag moa roet ar statistik-se. Google a index an oll wèb : sellit niver ar resultajoù ewid "les inuits" ha ewid "les inuit" (arabad ankouezo an daou " !) ha c'hwi vo a-du ganin !
Komserion neb yezh so feneanted. Ur morfem newez ewid ur c'honsept newez so mad-tre ewite. 3 morfem/konsept (inuk + inuit + ... an adjectif inuktitut ?) da lakaad e-barzh penn an dud so re. "inuit" so anavazet dijà, setu e ran gantañ. ("eskimo" so ul liester iwe, m'eus aoun) CTanguy 19:41, 6 May 2005 (UTC)

1. ma'z eo gwir e pled ar yezhoniezh a-vremañ gant deskrivañ penaos e vez komzet ar yezhoù hant an dud kentoc'h evit lâret dezhe penaos e 'rankfent' bezañ komzet , ken gwir all ez eo lâret e c'hell ar yezhonourion diouzh o zu ober ar pezh o deuz c'hoant. ret eo anzav emañ an darn vrasañ eus ar yezhonourion vrudet evel chomsky hag all o labourat war dachenn ar yezhoù evel ar saozneg hag neuze ez eo gwall diheñvel diouzh ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg. bez ez eus un dachenn-studi er yezhoniezh e c'hellfer ober 'yezhsaverezh' outi (ijinet am eus ar ger ger war ar prim evit da vrasañ blijadur, m'enfin, e kan kas, dalout a ra da 'planification linghuistique'). ha justamanat, gant an dachenn-studi-mañ e vez pledet gant an daore da sevel reolennoù strizh pe strishoc'h evit krouiñ ur yezh unvan. 'gersaverezh' (neologie) a vez graet eus an dachenn-studi a denn da'r c'hrouiñ gerioù. tachennoù a-bouez-tre eo ar re mañ evit yezhoù evel ar brezhoneg. 2. gwir eo ha n'eo ket marteze ez eo bet 'levezonet' (pe 'mac'homet') ar brezhoneg gant ar galleg abaoe n'oûn ket pegeit (a-viskoazh n'on ket sur avat). ur fed o tennañ d'an trevadennerezh an hini eo. met evel em eus bet tro da skrivañ e lec'h all, e c'hell an neb dibab kenderc'hel gant se pe stourm a-enep dexhañ. kentoc'h evit dibba an hent haga gas ar brezhoneg da vezañ un trefopedacgh galekaet penn-da-benn, em eus dibabet me laboyrat evit sevel ur yezh nevz. ya, ur yezh nevez an hini eo, n'on ket me evit lâret ez eo ar brezhoneg arnevez ar memes yezh hag an hini a vez komzet gant an dud ar ar maez - n'eo ket, anat eo. savet diwani, ne lâran ket... dres evel ar galleg komzet gant ar re yaouank e kanada, da skwer, hag ar galleg implijet gant an dud a skriv pennadoù diwar-benn temoù skiantel.... 3. posubl eo met ret e derc'hel war-lerc'h ar spered pobl devadennet. hag anaout a rez istor ar beloruseg, an turkeg, ar tchekeg...? diazet eo bet dezhe klask o hent hep teurel o sell bewech war ar yezhoù pennañ o doa o levezonet (ruseg, perseg, alamaneg...), met deut int a-benn memestra. peseurt diforc'h gant ar brezhoneg? evel broadelour m'az on e rankfen lâret ar fed m'o deus tizhout kaout ur stad dishual evite o-unan dre gresk spered brogarour o fobloù. 4. n'eus forzh penaos, mar fell d'an dud goût penaos e vez lâret tra pe dra e galleg n'o deus ken mont da deurel ur sell war ar wikipedia er yezh-se... 5. sur out 'teus komprenet mat an diforc'h etre ur vorfemenn hag ur ger? 6. war ar wiad ez eus traoù talvoudus met ivez ur bern kaoc'h - kontet e vez gant google kement ar c'hoac'haj hag an traoù a dalvez ar boan... Neal 08:43, 7 May 2005 (UTC)

Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Inuktitut

Boulc’hañ ur gaozeadenn
Distreiñ d'ar bajenn "Inuktitut".