Kaozeal:Iriennouriezh
Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Kadwalan
Ne glot ket pennad ar wiki galleg gant hemañ. Gwelloc'h e vefe moarvat chom hep lakaat hini pe lakaat ur frazenn e lodenn an destenn a denn d'an "iriennouriezh" hag a rofe al liamm etrezek ennañ. Kavout a ran bras ivez ober ur skiant (an iriennouriezh) eus ar pezh n'eo ken un damkaniezh er pennad galleg hag e saozneg (fr:Théorie du complot, en:Conspiracy theory, damkaniezh an irienn). Lakat a rafen kentoc'h "damkaniezh an irienn" evel er pennad gallek.--Kadwalan 18 Mae 2007 da 17:49 (UTC)
- Fromus eo gwelout e vez lennet a dost ma arnodskridoù politikel kerkent ha dozvet.
- Da soñj eo, n'eo ket ma hini. Marteze e vo re all.
- " fr:Conspirationnisme" eo anv ar pennad e galleg. Pe unan eus an anvioù. Plijout a ra dit an anv na blij ket din, ha "vice versa", ur pezh afer, kouda.
- N'eo ket ret d'ar skridoù klotañ eus an eil yezh d'eben, nemet e vije diskoachet din ar reolenn a embannfe se fraezh
- Pa'm bo amzer e taolin ur sell war ar skrid gallek, d'e implij em zamm keusteurenn.
- N'ouzon ket pelec'h e welez e rafen ur skiant eus se. Lennet fall ganit marteze. Nag ar gomunouriezh nag an iriennouriezh n'int skiant ebet evit echuiñ gant "ouriezh". Ar vroadelouriezh hag ar ouennelouriezh kennebeut all.
- Ne garan ket marmouzañ ar pennadoù gallek. O implij ne laran ket. Bianchi-Bihan 18 Mae 2007 da 19:20 (UTC)
- Gwir eo em eus lennet re vuan. Savet fall eo an titl memes tra. Daou c'her a denn da draoù disheñvel zo ennañ (ar pezh a ziskouez ez eus mesket danvezioù disheñvel er pennad). Setu vo ret kemm anezhañ. N'eo ket skrivet e rank klotañ an danvez penn-da-benn en eil yezh hag eben met ne welan ket ar splet zo da liammañ Korrgi da en:dog ha da gomz eus en:chihuhua e-barzh. Lakaet az toa danvez a denn d'an irienn fetis gant hini a denn da en:Conspiracy, fr:Conspiration ha gant lod a denn da fr:Théorie du complot, en:Conspiracy theory).
- Ret eo reizhañ an titl forzh penaos, lakaat iriennouriezh mar kerez, ha kinnig a ran dit ma vo savet ur pennad "irienn" ma vo bountet a pezh a denn d'an irienn-mañ-irienn ez pennad. --Kadwalan 31 Gou 2011 da 17:15 (UTC)
- Gwir eo em eus lennet re vuan. Savet fall eo an titl memes tra. Daou c'her a denn da draoù disheñvel zo ennañ (ar pezh a ziskouez ez eus mesket danvezioù disheñvel er pennad). Setu vo ret kemm anezhañ. N'eo ket skrivet e rank klotañ an danvez penn-da-benn en eil yezh hag eben met ne welan ket ar splet zo da liammañ Korrgi da en:dog ha da gomz eus en:chihuhua e-barzh. Lakaet az toa danvez a denn d'an irienn fetis gant hini a denn da en:Conspiracy, fr:Conspiration ha gant lod a denn da fr:Théorie du complot, en:Conspiracy theory).
Troetoc'h e ven da welout an traoù eveldout hiziv, nemet amzer d'ober war-dro n'em eus ket c'hoazh. Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 17:26 (UTC)
ok, lennet em boa re vuan ivez --Kadwalan 31 Gou 2011 da 17:43 (UTC)