Kaozeal:Ismail Haniyah
Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Fulup
- Me am boa graet kentoc'h gant Aotrouniezh Vroadel Palestina e pennad Hamas. Belloniezh a gavan un tamm souezhus. Ar wech kentañ din lenn ar ger-se evit ober anv eus Palestina. --Fulup 20 C'hwe 2006 da 23:03 (UTC)
- ijinet e oa bet ganin prim-ha-prim :-))n'on ket gwall laouen gant aotroniezh avat haga a seblant bezan un takad ma ren un aotrou warnañ - un tammig re c'hladdalc'het kea?! M'enfin, n'on ket gwall chalet gant se ivez.
Neal 21 C'hwe 2006 da 07:08 (UTC)
- Emañ ar gwir ganit evit ar pezh a sell ouzh etimologiezh Aotrouniezh. Bremañ eo bet astennet ster ar ger-se hag e geriadur an Here emañ an daou dermenadur. Implijet e vez kalz evel termen hollek evit treiñ autorité bremañ. --Fulup 21 C'hwe 2006 da 19:10 (UTC)
war ar pennad-mañ d'an nebeutañ e plijefe din e vije leusket ar stumm Stad "Israel" mar plij hag a gas betek ar pennad Israel hep kudenn ebet n'eus forzh penaos. Neal 21 C'hwe 2006 da 07:10 (UTC)