Kaozeal:Italia

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Un implijer dianav a gav dudius krouiñ pennadoù goullo evit diheñchañ an dud. Pennad da ziverkañ e-keit ha ma chom goullo. --Fulup 5 Gen 2006 da 17:35 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket peseurt diheñchañ a welez : ur pennad da ledannaat eo ha nompas da nullañ. Ret eo kinnig an tu da leuniañ anezhañ. A-hent-all, n'eus ket tu d'am soñj, drevezañ ar galleg en ur treiñ bouchon gant stouv. Gwelloc'h e vije ober gant divrazadur, ma z'eus ezhomm. --Ch. Rogel 15 Gen 2006 da 17:38 (UTC)Respont

  • Pa'm boa skrivet ar pezh am boa skrivet e oa bet savet ur pennad goullo. M'eo bet boulc'het war-lerc'h gant unan all n'eo ken gwell a se evel-just. Da ziwall zo da grouiñ liammoù na gasont ket da wir pennadoù. Ma'z eus re anezho e kavo d'al lennerien eo liammoù faos ha n'eus ket pennadoù a-dreñv. Koll a raint fiziañs er wiki. Ret eo d'an traoù bezañ sklaer : liamm ruz = pennad ebet. Liamm glas = ur pennad zo ha talvezout a ra ar boan klikañ evit lenn anezhañ. Ouzhpenn eo dañjerus krouiñ liammoù goullo rak e c'hallfe ur pennad bezañ savet gant unan bennak nemet ma kav dezhañ eo savet dija. --Fulup 15 Gen 2006 da 17:58 (UTC)Respont

Ar banniel LabourAChom a zo evit broudañ an dud a blijfe dezhañ ledanaat ar pennad. Ma kaver ur pennad kazi goullo, gwelloc'h eo sevel div frazenn, ur rummad aes da gavout ha lakaat ar banniel. Posubl eo lakaat ar pennad e roll ar pennadoù a zo diouer er wiki-mañ (gant un displegadenn vihan).

Anv amjestr: meur a dra eo Italia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Her 2013 da 11:23 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Italia".