Kaozeal:Jadwiga Anjev

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Santez

Adenvel hep kaozeal, fallañ skouer da heuliañ pa vez bet tud all o labourat a-raok war-dro ar pennad. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hedwij_Polonia&diff=next&oldid=1057562 Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 23:05 (UTC)Respont

An anv Hedwij n'eo nemet gallekadur an anv Hedvig... war zigarez brezhonekaat. Pegen holloueziadurel! Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 23:09 (UTC)Respont
N'out ket pec'henn war ar pennadoù. Hedwij zo testeniakaet d'an nebeutañ e Buhez ar sent. Pa n'ouzout ket an dra-se e c'houlenner harpañ war traoù testeniekaet e wikipedia pa c'haller.--Kadwalan 23 Gwe 2011 da 00:14 (UTC)Respont
Kemmomp wikipedia hervez buhez ar sent ha lakomp: Thomas, Yan, Bernard, Laurans, Alphons, Innosanted ... Stlakomp hon daouarn :sklabez a vo adarre! Bianchi-Bihan 23 Gwe 2011 da 00:26 (UTC)Respont
Lavar e pelec'h e vez implijet Hedwig ha Jadwiga hag e vo tu kaozeal.--Kadwalan 23 Gwe 2011 da 00:37 (UTC)Respont
Kemmet titl ar pennad adarre ganit hep klask echuiñ ar gaoz. Evit doare ne blij ket dit kaozeal pa vez un diezmglev. --Kadwalan 23 Gwe 2011 da 09:12 (UTC)Respont
Pa'm bo klevet kaoz a em zigareziñ goude abadenn da vrezel kornichon e c'hallimp kregiñ war un diazez fetis. Da c'hortoz ne welin nemet gwalldeodadoù. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2011 da 17:47 (UTC)Respont


Santez

kemmañ

Lenn a reomp: Ar rouanez hag a gomze meur a yezh (latin, bosnieg, hungareg, serbeg, poloneg hag alamaneg) hag he doa asantet aberzhiñ he buhez personel evit mad hag amzer da zont he bro zo deuet da vezañ paeronez Polonia ha lakaet e oa da santez gant Yann-Baol II d'an 8 a viz Even 1997. Lidet e vez he gouel d'ar 17 a viz Even[2]. Ma oa bet lakaet da santez e 1997, penaos e c'halle bezañ santez e Buhez ar Sent e 1912? Bianchi-Bihan 27 Gwe 2011 da 10:54 (UTC)Respont

Daou dra zo :
  1. Arabat kemmeskañ Jadwiga Anjev (Jadwiga Polonia) (1373–1399) ha Jadwiga Silezia (1174–1243). An eil an hini zo meneget e Buhez ar Sent (forzh peseurt embannadur e vije). Lakaet e oa bet da santez e 1266, gant ar pab Klemañs IV.
  2. Diwar-benn an hini gentañ (Jadwiga Anjev/Polonia) e c'haller lenn kement-mañ er pennad saoznek : From the time of her death, Jadwiga was venerated widely in Poland as a saint, though she was only beatified by the church in the 1980s. She was canonized in 1997, by Polish-born Pope John Paul II. Lakaet e oa bet da santez gant an dud, kalz a-raok ma vefe bet anavezet ent-ofisiel da santez gant an iliz katolik. --Llydawr 29 Gwe 2011 da 16:10 (UTC)Respont
Evel-just ha ne oa anv en notenn nemet eus stumm an anv-badez--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 21:13 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Jadwiga Anjev".