Kaozeal:Japan
Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Siubhán McGunn e kaozeadenn Kan broadel
- Japan ha neket Japon eo stumm skoueriekaet anv ar vro-mañ e brezhoneg. Ar stumm-se eo a vez implijet gant ar geriadurioù, ar c'helaouennoù hag ar skridoù lennek diwar-benn ar vro-se. Kinnig a ran e vefe adanvet ar bajenn-mañ war-du Japan. Evit anvioù ar broioù hag ar c'hêrioù e kinnigan e vefe implijet ar roll skoueriekaet bet embannet e dibenn geriadur an Here. Implijet e vez ar roll-se gant Ofis ar Brezhoneg ivez da roll dave. --Fulup 12:47, 05 Jul 2005 (UTC)
- Me ne ran ked foutré kàer deus ar péz so ba geriadur an Here, evid ar vro-mañ e vé gréet Japon g'an dud deusouti ha mâd pell zo. N'eus ked émm cheñch distagadur ar gériou nemed evid bé disheñvel (on tamm bihan) deus ar galleg. Ha ba geriadur Favereau e vé skrivet a mô-se.
Lip-Chopin 5 July 2005 15:41 (UTC)
- ret e vefe keñveriañ ha teuziñ ar pennad-mañ gant ar pennad japon e didtl... an daou dindan anv japan evel-just.
Neal 12 Her 2005 à 19:41 (UTC)
- A-du gant Neal. A-hend-all eo enez (liester inizi) ar ger boazetañ e brezhoneg. Dreist-holl dirak anv un enez. Ar stummoù enezenn (liester enezennoù) zo stummoù resisaat na vezont ket implijet kement. Forzh penaos dirak un anv-lec'h e ranker ober gant ar stumm enez. s.o. geriadur an Here ivez. --Fulup 13 Her 2005 da 09:02 (UTC)
- Ar rann Istor a zo tennet eus ar pennad gant an titl Japon (adkempennet un tamm bihan, lakaet liammoù, h.a...). Iskomandant Marc'heg 28 C'hwe 2006 da 20:51 (UTC)
- Kendeuzet amañ pajennoù kaozeal Japan ha Japon a-raok diverkañ Japon. --Fulup 28 C'hwe 2006 da 21:57 (UTC)
Kan broadel
kemmañFarsus eo anv kan broadel Japan : kement ha "kan broadel" e talvez 君が代 kimi gayo hervez ar geriadurioù.
Kement ha Ren an Impalaer e talvez e gwirionez.
Ne gemman netra er pennad, ken truezus emañ e stad er mare-mañ (kudennoù Infobox ha Navbox).
— Siubhán McGunn (kaozeal) 18 Du 2012 da 16:21 (UTC)