Kaozeal:Jean-Jacques Aillagon

Serc’h da bPatrick Dupond ? kemmañ

Kavout a ran skañv-kenañ an « daveenn » evit lavarout kement-se. Bevet o deus an daou gant paotred, met n’am eus kavet daveenn sirius ebet a lavarfe o defe bevet asambles. Skrivañ traoù brav diwar-benn ur c’horoller marv n’eus ket pell zo ne dalv ket karout anezhañ evit un den bet ministr ar Sevenadur. E fin e vuhez e veve Dupond gant ur vaouez hag e soñje e oa « ur fazi » an heñvelrevelezh (e hini nemetken), neuze ne soñj ket din e oa gant Aillagon. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eost 2022 da 13:54 (UTC)

Traoù all a gavan kalz "skañvoc'h" c'hoazh, evel an dibab personel graet a-enep ali tri ali implijerien  : https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Dizalbad_Roma_(-390)
Lennet em eus an dra-se en ur pennad eus OF ma konte Aillagon kemend-all (ha ma kave din e plije dezhañ brallañ e gloc'h, met se zo un afer all)... Bremañ ma kont gaou ... Bianchi-Bihanig (kaozeal) 13 Eost 2022 da 16:38 (UTC)

Dave goulennet kemmañ

Ya, sklaer eo : Je vivais avec le grand danseur Patrick Dupond. Nous avions notre maison à Cléden-Cap-Sizun. Trugarez da vezañ ouzhpennet an daveenn-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 13 Eost 2022 da 19:47 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Jean-Jacques Aillagon".