Kaozeal:Jironda

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Y-M D


Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Lennit ar politikerezh amañ.


--Neal 19 Du 2006 da 14:17 (UTC)Respont

Un anv ijinet e brezhoneg eo Jironda. Pe e kemerer an anv okitanek, a zo Gironda, pe an hini gallek a zo Gironde... pe un anv anavezet e brezhoneg, met n'eus hini ebet.Bianchi-Bihan 19 Gen 2009 da 12:43 (UTC)Respont
Gwell e vefe din ober gant ar stumm okitanek. Neal (Kaozeal) 19 Gen 2009 da 16:47 (UTC)Respont
Gant piv 'ta e oa bet ijinet ar ger e 2006? Bianchi-Bihan 19 Gen 2009 da 16:58 (UTC)Respont
N'ouzon ket (n'em eus ket soñj ken nag amzer a-walc'h evit mont da furchal e dielloù bet krouet tri bloaz 'zo) ha ne vern. Neal (Kaozeal) 19 Gen 2009 da 17:03 (UTC)Respont
Gast! Penaos e c'haller bezañ ken ankouaus? Met ar gwir zo ganit: ne vern, rak pezh a oa fall dec'h zo ken fall all hiziv atav. Bianchi-Bihan 19 Gen 2009 da 17:52 (UTC)Respont


Gwellout a ran e oa kroget un tabut war direizhder an anv, met n'eo bet kemeret diviz ebet pe cheñchet tra. Ezhomm am eus ober ul liamm davet an departamant Gironde en ur pennad, neuze petra ran:
- Lakaat Jironda
- Lakaat Gironde (evel e galleg)
- Lakaat Gironda (evel en okitaneg)

Kinnigit hag e rin. --Y-M D 18 Eos 2009 da 08:30 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Jironda".