Kaozeal:Kalvennig

Evezhiadenn diwezhañ: 14 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ma n'anavezan mann ne oar ket muioc'h Geriadur an Here. A ra gant ar ger kerentiad, lamet ganit evit lakaat familh. Un anv skianteloc'h? Bianchi-Bihan 21 Mez 2009 da 10:32 (UTC)Respont

a-ratozh e ran gant ar ger neptu familh, paotr, kar ar c'halvenniged n'eont ket d'ober ur c'herentiad ! hag adlenn mat ar pennad er geriadur : termen a ya da envel lod evned eus ar c'herentiad Paridae.--Gouerouz 21 Mez 2009 da 10:35 (UTC)Respont
Mat e rez sachañ evezh al lennerien a-dreuz, mea culpa eta. Evel ul lenner ordinal e klaskan kompren, netra ken. Ne welan ket petra zo neptu dre natur er ger familh displeget fallik 'm eus aon, met gwelout a ran n'eo ket ar ger kerentiad, ha hennezh a zo e Geriadur an Here ha displeget eo mat a-walc'h er pennad zo er wikipedia. Ma fell dit lavarout
n'eo ket neptu ar Geriadur, neuze e vije mat lavarout sklaer,
n'eo ket ar ger mat e vije gwelloc'h displegañ petra eo an diforc'h etre familh ha kerentiad. A galon. Bianchi-Bihan 21 Mez 2009 da 13:49 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Kalvennig".