Kaozeal:Kambr ar C'hontoù Breizh

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant 2A01:CB08:8919:A500:A021:A0BB:87F9:7B00 e kaozeadenn Kadoridi gentañ

Kadoridi gentañ

kemmañ

1526 / Raimbaut Le Clerc / Noter ha sekretour ar roue : pe roue, pa ne oa roue ebet e Breizh e 1526 ? Frañsez III a oa dug Breizh (ren 1524-1532). 2A01:CB08:8919:A500:A021:A0BB:87F9:7B00 30 Mae 2023 da 18:46 (UTC)Respont

Ha piv e oa tad Frañsez III, dug a Vreizh, ha pelec'h e oa ganet hemañ ? Daoust hag-eñ a dalv klask pemp troad d'al loue ? Dreist an Amzer 30 Mae 2023 da 20:01 (UTC)
Pebezh wiki eo hemañ : huchet e vez war an den pa c'houlenn resisted, ha "klask pemp troad d'al loue" eo goulenn resisted. Trawalc'h e oa skrivañ « Noter ha sekretour roue Bro-C'hall » pe « Noter ha sekretour ar roue Frañsez Iañ (Bro-C'hall) ». Bout un istorour amatour ne vir ket a vout ker resis hag unan a-vicher e-keñver Istor ur Stad dizalc'h de jure evel ma oa Breizh c'hoazh e 1526.

Pol Potier de Courcy. Nobiliaire et Armorial de Bretagne. Tome IV. page 110 ː - 1526. CLERC, Raimbault (le), notaire et secrétaire du Roi. --Dreist an Amzer 31 Mae 2023 da 12:03 (UTC)


Komzomp neuze eus istor "resis". François de France, mab François Ier (Frañsez Iañ), roue Bro-C'hall, ha Claude de France (dugez Breizh), a zo bet ganet e Amboise d'an 28 C'hwevrer 1518. Anvet eo bet dug Breizh d'an 20 Gouere 1524, goude marv e vamm, dindan anv Fra̴ñsez III. E oad e oa neuze 6 bloaz nemetken. Eus 1526 da 1530, eo bet kaset evel den-gouestl, da heul e vreur Henry, da Vro-Sapgn, goude ma e oa bet trec'het François Ier e Pavia, e 1525. Etre 1526 ha 1530, e oad e oa neuze eus 8 da 12 bloaz. Goude se eo bet kurunet dug Breizh ar 14 Eost 1532, da 14 bloaz. Aet eo da Anaon an 10 Eost 1536, da 18 bloaz, e Château de Tournon. Piv, neuze, e oa o ren war Breizh da vare Raimbault le Clerc, Kadoriad kentañ eus 1526 da 1528, pa oa Frañsez III e Bro-Spagn, ma ne oa ket ar roue gall, e zad ? Ha daoust hag-eñ en eus bet Frañsez III graet un dra bennak evit Breizh, ha daoust hag-eñ en eus laket e zreit un devezh bennak e Breizh ? Petra a gont an "istor resis" diwar-benn se ? --Dreist an Amzer 1 Mez 2023 da 12:40 (UTC)

Distreiñ d'ar bajenn "Kambr ar C'hontoù Breizh".