Kaozeal:Kaoc'h

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Shelley Konk e kaozeadenn Kinnig

+ N'eo ket Wikipedia ur geriadur --Merour (N) 18 Kzu 2006 da 11:43 (UTC)Respont

Kinnig

kemmañ

Tud zo, ha ne sinont ket atav, a vez dalc'hmat gant sorc'henn an distruj pennadoù. Greomp ur c'hinnig dereatoc'h: sevel ur pennad en-dro d'al listenn-se, ha lezomp amzer d'an dud d'e sevel. Bernez Bernioù 18 Kzu 2006 da 09:28 (UTC)Respont

sinet - ya, tud zo a vez ankounac'haet gante lugañ ha sinañ a-wezhoù. n'eus forzh penaos, n'esu ket un ali personel anezhañ met ur gemenn o tennañ da bennreolennou ar raktres.

Kavout a rafen dereatoc'h lakaat an holl da sachañ war ar memes tu. Perak e vefe deretoc'h leuskel an holl d'ober diouzh o c'hoant? --Merour (N) 18 Kzu 2006 da 11:43 (UTC)Respont

Sachañ a ray an dud war ar memes tu pa ne vo ket darn o klask diskar ar pezh zo bet graet gant lod ( Remember Merc'h), met pa vo klasket (gant ar bismigerien ivez) gwellaat pezh n'eo ket peurvat. N'eo ket lezel an dud d'ober hervez o c'hoant a garfen, met gwelet an aotrou Merour o lezel amzer d'an dud da wellaat, hep lammat gante, ma ne fell ket dezhañ kemer perzh. Bernez Bernioù 18 Kzu 2006 da 14:43 (UTC) amzer pe get ne ranker ket sevel pennadoù doare ur geriadur. ur rajktras all a zo evit se. --Neal 18 Kzu 2006 da 15:42 (UTC)Respont

Div eur war-lerc'h ma oa krouet e oa kaoz d'e zistruj. Evit traoù zo ne vez ket kollet amzer. N'eo ket evel evit kemm anv an tichopin. N'eus ket pennadoù da sevel? Digor eo ar chase? Bianchi-Bihan 18 Kzu 2006 da 18:31 (UTC) Sachañ a rafe an dud war ar memes tu ma vefe an holl dud a skriv amañ o lakaat ul linenn er pennad, e-lec'h lakaat e-kichen.Bianchi-Bihan 18 Kzu 2006 da 18:34 (UTC)Respont

n'eo ket un afer amzer - ha c'hoazh pe vije div eilenn. gant ma vo savet ur pennad a-feson n'on ket chalet - lâret am eus kemendall er penn-kentañ. ret e vefe kemmañ an titl neuze. N'on ket a-enep ur pennad "kaoc'h". Skarzhet e vo koulskoude pennadoù savet e-giz ur geriadur ha kaset war ar Wikigeriadur - ul lec'hienn a-ratozh-kaer evit an dud a fell dezhe labourat war an dachenn-se ken trenkil ha tra!

--Neal 18 Kzu 2006 da 20:07 (UTC)Respont

Rummad

kemmañ

Da'm soñj ne glot ket anv ar rummad Bevedouriezh gant danvez ar pennad. Tennañ a ra hemañ d'an anvadurezh pe d'ar yezhoniezh kentoc'h eget d'ar vevoniezh.--Yun 20 Kzu 2006 da 05:49 (UTC)Respont

Hag ar yezhoniezh pe anvadurezh a zo deskadurezh holloueziadurel a-walc'h d'an Aotrou Merour evit ma ne vijent ket bruzunet gant penn-bazh ar reolenn ha pulluc'het gant tan e gonnar?
Gant kaoc'h-skouarn ha c'hwil-kaoc'h e tenno muioc'h d'ar vevoniezh. A-hend-all n'eus nemet tapout danvez er pennadoù gallek "matières fécales" ha kement zo. Traoù all zo ganin war an tan. Bernez Bernioù 20 Kzu 2006 da 14:12 (UTC)Respont
peseurt "Aotrou Merour"? (5 zo) peseurt "penn-bazh"? pesuert "konnar"? Ma adlennez ar pezh am eus bet skrivet me e c'helli kompren n'on ket a-enep ma vefe savet pennadoù ken talvoudus all diwar-benn ar c'haoc'h pe diwar-benn forzh petra all - gant ma vefont savent a-feson hervez reolennoù ar Wikipedia hag e doare un holloueziadur.

--Merour (N) 20 Kzu 2006 da 15:04 (UTC)Respont

Kinnig

kemmañ

Kaoc'h: un dra a gomz lod anezhañ, a lak lod all o daouarn ennañ. Shelley Konk 20 Kzu 2006 da 15:41 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Kaoc'h".