Kaozeal:Katelin Aostria (1533–1572)

Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Setu e vefe Katharina Aostria brezhonekadur Catarina de Austria? Sed a zo ober goap ouzh an dud! E pelec'h e weler Katharina da anv-badez brezhonek? Ur wech ouzhpenn, hep kaozeal gant an hini a labour war ar bajenn, setu kemmet un anv en desped d'ar skiant vat, hep studiañ an afer. Ur vezh. Evel just e paouezan da labourat war ar pajennoù er stad-se. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 03:09 (UTC)Respont

Te an hini zo oc'h ober goap eus an dud. Plantañ a rez anvioù broioù hag anvioù-badez spagnolek hag alamanek forzh pegement en desped d'ar skiant vat (piv a reizho?) pa vefe ken aes o zreiñ e brezhonek. Nac'hañ a rez goude skrivañ anvioù-badez e brezhoneg ha goude e huchez abalamour ma vezont lezet er stad a c'houlennez. Ma vijent bet troet penn-da-benn az tije huchet abalamour da se. Ur vezh eo klask lakaat eoul war an tan dibaouez evel evit ar blijadur.--Kadwalan 22 Gwe 2011 da 12:31 (UTC)Respont
Ur vezh eo klask lakaat eoul war an tan dibaouez evel evit ar blijadur.(sic). Setu dres pezh a soñjan. Db unan all. Pep hini a labour evel a gar. Sevel a ran pennadoù, traoù a chom atav da dreiñ, graet e vez tamm-ha-tamm. Ar re ne reont ket al labour a garfe atav e vefe graet diouzhtu, ha gant ar re all. N'on ket paeet ker evit kaout taolioù botoù, kemer a ran ma amzer eta. Met pa vezan heuget o labourat war ur pennad e laoskan an heugerien d'ober al labour. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2011 da 15:20 (UTC)Respont

Perak Katharina Aostria, kentoc'h eget ur stumm brezhonek Katelin Aostria, evel ma kaver er bajenn disheñvelout ? Ha perak Katharina/Katelin Aostria hep resisadenn ebet ? Diouzh a welan e lakaer ur resisadenn e meur a yezh all. Ha bloaziadoù he buhez (1553-1572) e vefe ar resisadenn eeunañ moarvat. --Llydawr 14 Her 2011 da 21:14 (UTC)Respont

Rentomp da Gaesar pezh zo da Gaesar, ha Kathalina da Gadwalan. Setu pezh a c'hoarvez pa droer hep studiañ, mann nemet evit doujañ ar reolennoù hep soñjal un hanter vunutenn, pezh a ranker ober un tamm pa droer anvioù tud evel am eus klasket, en aner, reiñ dezhañ da gompren. An hevelep evezhiadenn am boa graet miz zo (gwelout uheloc'h), met peogwir e oa bet graet ganin ne oa bet nemet fae gant an aotrou. A-hend-all ne blij ket an deiziadoù dezhañ, neuze chañs vat! Bianchi-Bihan 14 Her 2011 da 21:27 (UTC)Respont
Katharina n'eo ket Kathalina da gentañ. Ouzhpenn-se pa vez anv rentañ un dra bennak da Gaesar, ne'm eus troet nemet an anv-bro skrivet gant Bianchi (von Osterreich) ha lezet em eus an anv-badez choazet gantañ goude prederiañ pell amzer abalamour ma ne blij ket dezhañ o brezhonekaat. Ma fell da unan bennak lakaat un anv-badez all ez eo mat-tre din-me. Katelin ma fell dit. Hag ar bloaziadoù da-heul mar karez, daoust ma kavfen eeunoc'h ouzhpennañ "(disheñvelout)" d'an titl all. --Kadwalan 15 Her 2011 da 16:33 (UTC)Respont

Evel-just n'eo ket ar boaz gant tud zo goulenn ali ar re a ra al labour hag a gav spontus labourat gant traoùachoù disheñvelout diezhomm alies , ha dreist-holl db anvioù-tud. Diaes a-walc'h eo en em gavout e-touez an holl dud gant un anv disheñvel, n'eus ket ezhomm diaesaat c'hoazh al labour, hag an hini a laka mesk ne'mmeus ket gwelet anezhañ o kemer perzh kalz el labour, an hini gwir ha n'eo ket hepken kemm anvioù hervez e froudenn, evel e Kristina Danmark pe ar re all. Neuze e vije brav reiñ peoc'h d'ar re all. Bianchi-Bihan 15 Her 2011 da 16:48 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Katelin Aostria (1533–1572)".