Tra walh e vefe skrivo hag implijë Debrer-kig (lïes. : Debrerien-kig (hep kemmadur) e-lèh Kigdebrer hag a so stèrt da gompren en-or lenn ha dreist-oll da zisklipa. An dow so heñvel-rik o ster 'n-eus forz pe-neuz.

Pé-tram 'm eus kâet ban destenn : hirblevek ha berrblevek. Evid-se e vé lâred da skwér : hirbennek ha berrboellig g'ar hemmadur var-lerh hir ha berr bévéch. Setu e skrivefen kentoh : hirvlevek ha berrvlevek

Petra a joñjit-hu deus se ? A galon Lip-Chopin 09:04, 13 August 2005 (UTC)

Evit kigdebrer e heulian termenadur An Here 2001 evit kazh ha sur on e vez desket ar ger-se d'ar re yaouank (s. o. Geriaoueg 2l derez Diwan, 1995). Evit an daou ger all, ne oan ket sur pa m'oa kavet tra er geriadurioù. Ar gwir zo ganit pa welan hirbad, hirwel hag hirvoud (ha marteze Hirwazh ma teu eus hir + gwazh). Ret e vo reizhañ ar fazi. A galon. Ch. Rogel 21:17, 13 August 2005 (UTC)

Da betë jervich krouï geriou neve pa n'eus ked émm deus oute ?. Red é bé fur en-or implij geriou neve (da-lâred-é roi eur sell var brezoneg an dud evid goûd pe-neuz vé lâret, dreist-oll pa zo kont deuh choaj etre dow hér brezoneg anehe). An doère da sevel ar geriou a mô-se a teu a bell (1000 bla so) brema vé ked gréet an trow mèm-mod kin. (gw. da sk. Dourgi ha ki-dour). Arabad krouï geriou nemed evid ar plijadur. Debrer-kig vo komprenet ga neb a lenno ar pennad : tamm krennard pe heni koz. ken-kouls ober gantoñ Lip-Chopin 10:54, 14 August 2005 (UTC)

Pe-tram 'm-eus sâet ban destenn ur bilbern fôtchou, reizhet 'm-eus ar re zo fôtchou-rik (gramadeg, kemmaduriou, viou koukoug...)

  • An Henegiptiz > gwelloh Henegiptiz (evel breizhiz, leoniz...)
  • Ar gizhier. > ur c'hazh n'é ked un dén > kemmadur K>C'h : Ar c'hizhier
  • ur c'hazh afrikan ne oa ket doñvaet > UR c'hazh afrikan (ha ne oa > NA oa) > Ur c'hazh afrikan NA oa ket doñvaet
  • O c'hrignoloù > war-lerh O : K > C'h med G a jom G > O grignoloù
  • Saverien-gizhier > Ar saverien n'int ked kizhier anehe, n'é ked un hano-gwan > kemmadur e-béd > Saverien-kizhier (evel : klaskerien-bara, marc'hadourien-moc'h...)
  • hag en-deus ezhomm bras EUS pleustriñ e c'horf > Ezhomm + da + vb > hag en-deus ezhomm bras DA bleustriñ e c'horf
  • Daou bloaz > kemmadur > Daou vloaz
  • Muioc'h-muiañ > Etimologïez : Mui-oc'h-mui (pe mui-ouzh-mui en Treger)
  • E c'horf > kemmadur : K>G > e gorf
  • O gwelout > kemmadur : GW>W > O welout

...

Lip-Chopin 11:33, 14 August 2005 (UTC)

Kigdebrer zo mat-tre. Implijet e vez er yezh lennek abaoe pell. Arabat eo kemmeskañ al liveoù yezh, ne vir ket d'ober gant debrer-kig war ar pemdez hervez an dud a gomzer ganto. Me a gav din eo mat kaout un termen neptu (skiantel) evel kigdebrer da gevatal da carnivore. Debrer-kig a c'haller kenderc'hel da implijout ivez ha tu zo da reiñ dezhañ ul live yezh all, tostoc'h da mangeur de viande e galleg. Sevel gerioù, astenn pe pishaat ster ar gerioù zo ivez un doare da binvidikaat ar yezh, evel-se e vez graet en holl yezhoù. N'eus ket da heugiñ dirak kement tra zo war zigarez ne oa ket anavezet ger pe c'her gant hor mammoù-kozh. Ret eo d'ar brezhoneg mont war-raok. Evit krouiñ gerioù, pa c'haller en em harpañ war patromoù yezh testeniekaet mat evel dourgi/ki-dour, hag advevaat anezho ha pa vefent kozhik, eo gwelloc'h atav eget ober evel ar galleg ha mont da c'hoveliañ gerioù digomprenus d'an dud diwar ar gresianeg evel maladies nosocomiales hag all. A-hend-all em eus tennet ar barrennigoù-stagañ a oa bet lakaet bep tro etre stummoù displeget ar verb kaout (am-eus, en-deus...), ne vez ket graet gant se e peurunvan. --Fulup 15:00, 18 August 2005 (UTC)

Ne deu'n ked da gompren pe-neuz ema ar mod ganèh... Ne blij ked dèh ar geriou galleg (pe memes ar geriou gwir e brezoneg : Debrer-kig a-dra-sur ; "kigdebrer" so eun doère da sevel ar gériou a-goz -ya gwir-é - med deu't devar leveson ar galleg dija. Kroget é bet d'ober se g'ar veleien tro-dro ar bla mil) n'é ked eun doère naturel da sevel ar geriou brema, ha n'é ked bét biskoaz !

Pe-tram so eun dra hag a lak aha'on da hoarzin gwalh ma halon, da lâred-é : Ar gallekaduriou goûd ouoh petë é dre just ? > Ar péz vé gréet ganèh-toud hag a implij ar peurunvan war Wikipedia (d'an ampoent, med bon, mond a ray var-vellâd emichañs...) ha : ken rust a-fed ar geriou neve ken fall ar brezoneg a'h a da heul.

Sed ahe eun nebeudig e-mesk eur galsadenn trow droch :

  • Piv a ziskenn eus piv ? gall : Qui descend de qui ? troët ger-ouz-ger
  • Ne soñjomp ket heñvel gall : On ne pense pas pareille idem
  • N'eo ket peogwir gall : C'est pas parceque idem
  • Pismigañ brezhoneg an amezeg gall Pinailler sur le breton du voisin

Ha kement so hoaz, a-vil-vern... Ha goude-se zo tud hag a ra o falastr ama... Biskoaz kemend-all. Lip-Chopin 17:07, 18 August 2005 (UTC)


Evit ar frazenn "piv a ziskenn eus piv?", me zo prest da zegemer unan all brezhonekoc'h, met piv oar? Er wikioù e klask en em harpañ ar wikipedianed evit gwellaat ar stil hag ar pezh a gavan mat eo kaout ali ar vrezhonegerien ampartoc'h, ma ne klaskont ket chanch gerioù implijet en deskadurezh, rak den ne c'hell adkempenn al labour a zo bet graet dija nag ober ar man ne vez ket implijet ar brezhoneg evit traou uhel keit un toullad bloavezhioù (war-dro 1000 a lavarer). Yezh ar beizanted a vez ur skouer evit meur a dra ha dizimplij evit ar pezh n'o deus ket en o fenn.
Lezet e oa bet a-gostez gant al lenneien an doare da lakaat ar ger spisaet a-raok ar ger spisaat hag eo bet divizet ober evel-se en-dro abaoe ur c'hantved ha mat eo adkavout un doare kozh ha pleustrek en un dro (que le monde français devrait, à coup sûr, nous envier ;-) ).

Alato, me a garfe gouzout pelec'h eo bet diskouezet e teufe ar patrom dourgi diwar ar galleg ! Kavet e vez anvioù savet evel-se en henvrezhoneg. E-touez an anvioù-tud kentañ testeniekaet e brezhoneg e kaver ar patrom-se, en anvioù Tangi (Tanguy) pe Mengi (Menguy), da skouer. Ne gredan ket e vije bet biskoazh implijet ar patrom-se e galleg.

Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Kazh

Boulc’hañ ur gaozeadenn
Distreiñ d'ar bajenn "Kazh".